Strollad Komunour Marksour-Leninour Ecuador

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Stalinouriezh.jpg

Strollad Komunour Marksour-Leninour Ecuador (e spagnoleg: Partido Comunista Marxista-Leninista del Ecuador) a 'zo anv ur strollad komunour marksour-leninour krouet en Ecuador e 1964, da heul un disrann e diabarzh Strollad Komunour Ecuador.

Sevel a ra a-du gant linenn bolitikel Enver Hoxha ha Strollad Labour Albania hag ezel eo eus Kuzuliadeg Etrebroadel ar Strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour (Unaniezh & Stourm).

Embannet e vez gant ar Strollad ar gelaouenn En Marcha.

E 1978 e oa bet krouet gant ar Strollad an talbenn Luskad Demokratel ar Bobl (Movimiento Popular Democrático: MPD).

Hervez ar Strollad ec'h eo pouezus reiñ d'an izili ur stummadur milourel.

Liammoù diavaez:[kemmañ]