Strollad Komunour Kirgizstan

Eus Wikipedia

Strollad Komunour Kirgizstan (en ruseg: Коммунистическая Партия Кыргызстана; Kommunisticheskaya Partiya Kyrgyzstana) a 'zo anv ur strollad komunour oberiant e Kirgizstan, krouet e 1999 da heul un disrann e diabarzh Strollad Komunourion Kirgizstan.

Ne gemeras ket perzh en dilennadegoù broadel bet dalc'het e 2000.

Embannet e vez gant ar Strollad Kommunisty Kyrgyzstana ("Komunourion Kirgizstan").

Stag emañ ar Strollad ouzh Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel gant Olyeg Chenin en e benn.