Strollad Komunour Bolcheviked an Hollunaniezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kazetennoù embannet gant ar strollad

Strollad Komunour Bolcheviked an Hollunaniezh (e ruseg: Всесоюзная Коммунистическая Партия Большевиков, ВКПБ; Vsyesoyouznaya Kommounistitcheskaya Partiya Bol'chevikov) a 'zo anv ur strollad komunour marksour-leninour hag enep-adwelour oberiant e Rusia hag e stadoù ez-soviedel all, bet krouet e miz Du 1991 diwar ar "Kensavenn Volchevikour" (Большевикская Платформа) e diabarzh Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel.

E penn ar Strollad emañ Nina Alyeksandrovna Andreeva (Нина Александровна Андреева), ur gelennerez er Skol-Veur, brudet-meur abalaour d'al lizher bet embannet ganti e 1988, gantañ da ditl a university teacher who was well known for her letter "N'hallan ket dilezel ma fenngredennoù" (Не могу поступаться принципами).

Embannet e vez gant ar Strollad meur a gelaouenn hervez al lec'h: Edinstvo ("Единство"), Bolchevik ("Большевик"), Bolchevik Kavkaza ("Большевик Кавказа"), Bolchevik Stavropol'ya ("Большевик Ставрополья"), Bolchevik Osetii ("Большевик Осетии"), Vpered ("Вперед"), Serp i Molot ("Серп и Молот"), Golos Stalingrada ("Голос Сталинграда"), Rabotche-Krest'yanskaya pravda ("Рабоче-Крестьянская правда").

"Gwarded Yaouank Bolchevikour an Hollunanviezh" (Всесоюзная Молодая Гвардия Большевиков) eo anv kevrenn re yaouank ar Strollad..

Liammoù diavaez:[kemmañ]