Strollad Frankiz ha Justis

Eus Wikipedia

Ar strollad Frankiz ha Justis pe Strollad evit ar Frankiz hag ar Justis (arabeg : حزب الحرية والعدالة, Ḥizb al-ḥurriya wa al-’adala) zo ur strollad politikel egiptat krouet er bloavezh 2011 hag aet da get e 2014.

Gwriziennet hag awenet eo gant aozadur relijiel ar Breudeuriezh vuzulman.

Krouidigezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad ren Hosni Moubarak e oa difennet d'an aozadur relijiel Breudeuriezh vuzulman koulskoude e oa tu dezho bevañ en dachenn publik. D'an 30 a viz Ebrel 2011 e oa bet krouet ar strollad Frankiz ha Justis, Mohamed Morsi[1] en e benn.

Stur politikel ar strollad nevez eo hini ar Breudeuriezh vuzulman met dammguzh eo chomet, en abeg da gement-se ne gaver tamm liv awen muzulman ebet en anv. Strizh-tre eo al lezenn en Egipt e-keñver strolladoù politikel relijiel, difennet groñs int, abalamour da se, eo ret d'ar Vreuriezh chom habask gant an tuadur relijiel er prezegennoù, ha kelaouiñ ar strollad anez bezañ divodet dre lezenn.

Divodañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An 9 a viz Eost 2014, ar strollad Frankiz ha Justis a zo divodet dre urzh ar justis egiptian[2].

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveenoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]