Strollad Broadel Saoz (1997-2002) ha Strollad an Demokrated Saoz (abaoe 2002)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

E 1997 e voe savet gant Robin Tilbrook ar Strollad Broadel Saoz, oc'h adkemer anv ur Strollad Broadel Saoz kent, dezhañ da bal reiñ da Vro-Saoz da vihanañ gwirioù kevatal da re Skos, a-drugarez d'un Dael emren pergen, ha marteze zoken dizalc'hidigezh leun Bro-Saoz.

E Gwengolo 2002 e kemeras an anv Strollad an Demokrated Saoz, goude bezañ kendeuzet gant strolladoù bihan all. E Here 2004 e kendeuzas gant Strollad Adreizhañ ar Rouantezh-Unanet, a oa un disrann eus UKIP. E C'hwevrer 2007 e kendeuzas er wezh-mañ gant Strollad Bro-Saoz Nevez

Daoust d'ar Strollad na vezañ enebet ouzh dizalc'hidigezh Broioù keltiek ar Rouantelezh-Unanet ez sav diaesterioù gant :

Da geñver Dilennadeg da Zael Unaniezh Europa 2009 e kinnigoù rolloù e 9 fastell dilennel Bro-Saoz. Paket eo bet gant an Demokrated Saoz:

D'an hevelep deiz, d'ar Yaou 4 a viz Even 2009, e voe dilennet Peter Davies, ezel eus ar Strollad, da vaer nevez Doncaster (Su Yorkshire) gant 22,6 % ar mouezhioù.

Load kefridiel Strollad an Demokrated Saoz