Strofios

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Strofios (gregach: Στρόφιος, Strophios) a oa mab da g-Krisos ha da Antiphateia, ha roue Phokis. Breur-kaer e oa da Agamemnon pa oa dimezet gant e c'hoar Anaksibia. Degemer a reas Orest en e lez; ar paotrig a oa bet sachet gant e c'hoar Elektra a zindan tan kasoni o mamm Klitemnestra goude muntr Agamemnon.

Ur mab en doa Strofios, Pilades e anv, a oa mignon da Orest, hag en doe ur mab anvet Strofios ivez.