Strizh-mor Cook

Eus Wikipedia
Emañ strizh-mor Cook etre Enez an Norzh hag Enez ar Su

Strizh-mor Cook zo ur strizh-mor etre Enez an Norzh hag Enez ar Su e Zeland-Nevez. Emañ etre Mor Tasman er c'hornôg hag ar Meurvor Habask er reter.

Er su en em astenn an aod a-hed 30 kilometr hag en norzh a-hed 40 kilometr. War-dro 25 km eo ledander ar strizh-mor ha 128 metr, well-wazh, eo donder ar mor ennañ.

Anvet e voe en enor d'ar moraer saoz James Cook.