Strinkell

Eus Wikipedia
Ur strinkell hag he nadoz

Ur strinkell zo ur benveg gant un nadoz kleuz hag ur gibenn hag implijet dreist-holl da reiñ louzeier o sankañ an nadoz er c'horf pe da dennañ gwad.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un nebeud milvedoù kent hon oadvezh e veze implijet doareoù strinkelloù da reiñ gwalc'hadennoù eus ar bouzelloù, eus ar gouhin hag eus an divskouarn. En deroù, un den a gemere ur genaouad dour hag a gase anezhañ dre ur raosklenn e korf ar c'hlañvour. Goude se e voe krouet kibennoù ha korzennigoù. Implijet e oa ar strinkell kentañ gant ur ribouler da vare ar Romaned. E-pad ar c'hentañ kantved e veneg Celsus e vezont implijet e degouezhioù zo en e De Medicina.

En IXvet kantved e ijinas ar surjian egiptat Ammar ibn Ali al-Mawsili ur strinkell a implije un nadoz, un duellenn wer gleuz, hag ar sunerezh da bareañ ar glañvourien diouzh ar banne en o lagad, un doare ober a oa implijet betek an XIIIvet kantved d'an nebeutañ. War-dro 1650 e oa ijinet ur strinkell gant Blaise Pascal o harpañ war lezenn Pascal.

E 1844 e voe ijinet an nadoz goullo gant ar mezeg iwerzhonat Francis Rynd. Implijout a reas anezhe evit ar c'hentañ flistradennoù endan-groc'hen testeniekaet.

E 1853 e savas Charles Pravaz hag Alexander Wood ur strinkell hipodermek gant un nadoz tanv a-walc'h da doullañ ar c'hroc'hen.

E 1946 e produas ar breudeur Chance eus Smethwick, e-kichen Birmingham, ar c'hentañ strinkelloù gwer gant ur gibenn hag ur ribouler lemm-laka da naetaat anezhe en un doare aesoc'h. E 1956 e ijinas an apotiker Colin Murdoch eus Zeland-Nevez strinkelloù plastik da vezañ implijet ur wezh hepken.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]