String

Eus Wikipedia
Ur string
Ur string gwisket gant ur paotr
Ur string gwisket gant ur plac'h, skoulm-diskoulm
String harp ouzh barlenn ur prenestr

Ur string ( hervez ar ger gallek deuet diwar an anv saoznek G-string, a dalvez kement ha kordennig pe fiselenn), a vez graet anezhañ fiselenn-c'haol dre fent e brezhoneg a-wechoù, a zo ur pezh dilhad-dindan, pe dilhad-kouronkañ, a vez implijet koulz gant paotred ha gant merc'hed. Ledan a-walc'h eo an diaraog da guzhat ar gaezourenn hag ar reizh, ha moan a-walc'h an diadreñv evit degouezhout klok er ritenn, etre an divfeskenn, hep kuzhat tamm ebet nag eus an eil eus nag eben. Dre vras e c'haller lavarout eo graet evit diskouez ar penn a-dreñv, ken bihan evel ma'z eo.

Taolennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un dilhad-dindan daou bezh danvez (met ivez lêr, vinil pe c’hoazh lateks) dezhañ eo ar string. An tamm kentañ a zo dezhañ stumm un tric’horn a guzh ar gaezourenn, da heul ez eus ur vandenn vunut (ur fiselenn peurliesañ) a dremen etre an divvorzhed hag ar feskennoù. A bep tu eo staget ouzh an tu dirak. Pa vez implijet ar string evit kouronkañ e vez anvet mikrokini.

Stringoù liesseurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa vez tanav-tre ar fiselenn a-dreñv e lavarer string fiselenn. Pa vez un tammig ledanoc’h, gant un tamm danvez (stumm trichorn) ouzhpenn, met hep ma ne vefe goloet ar feskennoù e vez lavaret string pe tanganita. Ma vez goloet ul odenn eus ar feskennoù e lavarer tanga. Peurliesañ e vesk an dud tanga ha bragoù-bihan brazilian. Met disheñvel eo ar bragoù bihan brazilian, rak heñvel eo an tu dirak hag an tu a-dreñv anezhañ. Hervez stumm ar string e c’hall bezañ kochet da vat pe get, hag ar vandenn a tro-dro an divlez a c’hall bezañ ledan pe get. Pa vez ledan ha pa ziskenn war ar feskennoù e lavarer shorty string, ur seurt short ez eo.

Deuet ez eus ivez war wel stringoù anvet string munut (saozneg mini-string pe micro-string) : ganto e vez kuzhet an takadoù ganadel ha setu tout. Bihanoc’h evit ar gaezourenn eo ar string-se, hag eeun eo e stumm.

Ar C-string a zo ur glorenn galet a vez implijet da guzhat ar gaezourenn, etre ar feskennoù e tremen ha n’eus tamm fiselenn ebet.

Orin ar string[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kazi sur ez eus bet eus ar string a-raok ma vefe eus ar bragoù-bihan. Orin ar string a seblant bezañ a-gozh e istor mab-den. Meur a bobl he deus gwisket (re zo a gendalc’h hiziv an deiz) un tamm dilhad heñvel ouzh ur string : ur seurt bandenn danvez stag ouzh ur fiselenn tro-dro d’an dargreiz. Adalek ar bloavezhioù 1970 e krogas ar string d’ober berzh, pa voe gwisket gant maouezed e-pad dibunadegoù giz. E wiskañ a rejont gant ar pal ne zeufe ket war wel merk ar bragoù bihan dindan ar bragoù. Buan e voe gwisket ar string gant maouezed Suamerika, maouezed Brazil dreist-holl, hag e implij a rejont evit mont da gouronkañ. Setu perak e voe ijinet an anv bragoù-bihan brazilian. Kavet e voe stringoù e Bro-C’hall adalek 1975. Kemmet e voe ar string er bloavezhioù 1980, ha liesseurt e teuas da vezañ : d’ar mare-se e voe krouet ar bragoù bihan tanga. Berzh a reas ar string adalek ar bloavezhioù 1990, ha degemeret e voe d avat gant an dud. Gwerzhet e evz kalz abaoe ar bloavezhioù 2000.

Berzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peurliesañ e vez gwisket gant maouezed, hag hiziv an deiz ez eo ar pezh dilhad-dindan gwerzhet ar muiañ. 60% eus an dilhad-didan gwerzhet er c’hwec’hkorn a zo stringoù. Ur c’hresk a 12% a zo bet er gwerzhañ dilhad-dindan abaoe ar bloavezh 2000 a-drugarez d’ar gwerzhañ string. Stringoù evit ar baotred a gaver ivez, met ne reont ket kement a verzh hag ar re evit ar maouezed.

Reuz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Reuz a savas e Bro-C’hall en hañvezh 2006, pa voe tomm-berv an amzer. Ouzhpenn an divizoù war an arouezioù relijiel lakaet war wel e savas reuz a-zivout ar c’hrennardezed a wiske stringoù evit mont d’ar skol, hag a lakae anezho war wel. Ségolène Royal hag Eric Raoult a voe e-touez ar bolitikourien a glemmas d’ar mare-se. Met n’eus tamm lezenn ebet e Bro-C’hall a embann ez eo difennet gwiskañ ur string evit mont d’ar skolaj pe d’al lise. Abaoe an hañvezh tomm-se n'eus ket bet anv eus ar seurt traoùigoù ken.

Perzhioù dibar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa wisker ur string e ranker alies divleviñ blev ar gaezourenn. Blev ar gaezourenn a zeu neuze da vezañ ur vandenn vihan, pe un tric’horn bihan-tre, anvet “trim”.

Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.