Stig Dagerman

Eus Wikipedia
Stig Dagerman
Stig Dagerman
Stig Dagerman (e-tro 1940)
Ganedigezh 5 a viz Here 1923
en Älvkarleby
Marv 4 a viz Du 1954
e Danderyd
Yezh skrivañ svedeg
Oberennoù pennañ
Ormen, Tysk höst

Lec'hienn ofisiel www.dagerman.se/


Stig Dagerman (5 a viz Here 1923 en Älvkarleby4 a viz Du 1954 e Danderyd) a oa ur skrivagner hag ur c'hazetenner svedat.

Stig Dagerman a voe e-touez skrivagnerien svedek bouezusañ ar bloavezhioù 1940. Etre 1945 ha 1949 e lakaas embann levrioù ha pennadoù kelaouiñ hag a reas berzh. Hag a-daol-trumm, hag hep displegadenn ebet, chomas a-sav gant ar skrivañ. E-pad an diskar-amzer 1954 e ouezas ar Svediz e oa bet kavet korf Dagerman en e garr : serret en doa an norioù ha laosket ar c'heflusker da vont en-dro.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab ur micherour e oa, ha desavet e voe war ar maez gant e dud-kozh. E 1932 ez eas da Stockholm a-benn chom gant e dad hag echuiñ e studioù. Azalek 1941 edo o labourat evel kazetenner : e kazetennoù sindikadoù e rae war-dro ar pennadoù sevenadurel. E miz Eost 1943 e timezas gant Annemarie Götze, ha hi merc'h repuidi alaman, evit ma c'hallfe-hi bezañ broadet svedat, rak ur stourmer anarkour ha sindikalour e oa he zad, ha klask a oa war e lerc'h en Alamagn. Ne ouezer tost netra diwar-benn buhez ar c'houblad. Gouestlet da Annemarie eo al levr Tysk Höst, ma kont ennañ Dagerson e pe stad e oa Alamagn e dibenn ar brezel.

E 1945 e teuas er-maez e romant kentañ, Ormen (An naer) e ditl, ha gwelet e voe neuze evel ur skrivagner arouezius eus al luskad modern e Sveden.

E 1946-1947 e voe kaset da Alamagn ma welas disoc'h ar bombezadegoù. Pennadoù kelaouiñ (Tysk höst, Diskar-amzer alaman) a skrivas diwar-benn stad an traoù er vro-se.

E 1950 e tispartias diouzh Annemarie, hag e timezas gant an aktourez Anita Björk e 1953.

Azalek 1949 ne c'hellas ket Dagerman skrivañ : holl e nerzh a ouestlas d'e vuhez familh, ha soñjal a reer ivez e teuas da vezañ schizofren. D'ar 4 a viz Du 1954 ez eas d'en em glozañ en e garrdi hag en em zistrujas dre leuskel keflusker e garr da vont en-dro.

E oberenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E oberennoù Dagerman e kaver preder diwar-benn an emskiant, ar vuhezegezh, ar reizhelezh, ar prederouriezh sokial, ar garantez, ar gendruez hag ar justis. Labourat a reas ivez war an digenvez, an anken hag ar gablusted. Daoust ma pled gant danvez sirius e tiskouez fent ivez, ar pezh a laka oberennoù zo da vezañ flemmus.

Addizoloet e vo oberenn ha buhez Dagerman er bloavezhioù 1980. E oberenn glok, 11 levrenn en holl, a c'haller kavout hiziv an deiz. Meur a enklasker en deus labouret war ar pezh a zo en e oberenn (prederouriezh, politikerezh, bredoniezh, kazetennerezh) hag ivez war a liamm etre e labour hag ar sinema. E Sveden koulz hag e broioù all ez eus sonerien a implij e destennoù asambles gant sonerezh. Bep bloaz e vez roet priz Stig Dagerman gant kevredigezh Stig Dagerman. E 2008 e voe roet priz Stig Dagerman da J. M. G. Le Clézio. Keñveriet eo bet oberenn Dagerman gant hini Franz Kafka, William Faulkner pe c'hoazh Albert Camus.

E oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ormen (1945), romant
  • De dömdas ö (1946)
  • Den dödsdömde (1946), pezh-c'hoari
  • Tysk höst, (1947), arnodadenn
  • Nattens lekar, (1948), danevelloù
  • Bränt Barn (1948), romant
  • Bröllopsbesvär (1949)
  • Vårt behov av tröst, 1952), arnodadenn

Embannet goude e varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Tusen år hos Gud (1954)

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]