Steven Treger

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Steven Treger, pe Steven Iañ Pentevr (war-dro 1060 – 13 a viz Ebrel 1135/1136, pe 1138)[1]), a oa kont Treger ha Gwengamp, aotrou Gwelo, ha goude kont Pentevr etre 1093 ha 1136[2].

E dud[kemmañ]

Mab e oa da Eozen Pentevr (999–1079). E dad a oa mab yaouankañ Jafrez Iañ Breizh ha Hawiz Normandi. E vamm a oa merc'h da Richarzh Iañ Normandi. Pa varvas e vreur, an dug Alan III, e voe anvet Eozen da rejant evit e niz Konan II, etre 1040 ha 1062, petra bennak ma'z eus anv anezhañ lakaet er chadennoù e 1057 gant Konan II. Eozen a oa dimezet da Agnes Kerne, c'hoar da Hoel II. Daou eus o mibien, Alan ar Rouz ha Brian, a gemeras perzh en aloubidigezh Bro-Saoz.

E vugale[kemmañ]

En 1093 e teuas Steven da vezañ kont Pentevr goude marv e vreur henañ ha degouezhout a reas enor Richmond dezhañ ouzhpenn pa varvas e vreur Alan an Du. Rannet e voe e vadoù etre e vibien.

Dimeziñ ha bugale[kemmañ]

Dimezet e oa da Hawiz Gwengamp, ha bugale o doe [3]:

L'armorial d'Augustin du Paz imprimé en 1619 mentionne l'existence d'une autre fille mais cette assertion n'est confirmée par aucune source [5]


Notennoù[kemmañ]

  1. Judith Everard, Brittany and the Angevins: province and empire, 1158-1203, coll. Cambridge studies in medieval life and thought, Cambridge University Press, 2000, Patrom:P.189. (ISBN 9780521660716).
  2. Stéphane Morin Trégor, Goëlo, Penthièvre. Le pouvoir des Comtes de Bretagne du XIIe au XIIIe siècle, Presses Universitaires de Rennes, 2010. (ISBN 9782753510128), Patrom:P.124, notenn n°419.
  3. Stéphane Morin Op.cit Tableau généalogique Patrom:P.123
  4. Descendance d'Étienne de Penthièvre sur Medieval Lands.
  5. Stéphane Morin Op.cit Patrom:P.184.