Steven (Bro-Saoz)
Eus Wikipedia
Steven, pe Stephen of Blois e saozneg (pe Estienne de Blois e galleg), ganet etre 1092 ha 1096, marvet e 1154, a voe kont Boulogne (a-berzh e wreg) ha roue Bro-Saoz eus 1135 betek 1154. Mab-bihan e oa da Gwilherm an Alouber.
Ne voe ket ur roue gwall ampart. Gwan e oa, ha ne gomze ket rust a-walc'h. E-kerzh e ren e voe brezel diabarzh gant e geniterv an Impalaerez Matilda. War e lerc'h e renas Herri II, mab da Vatilda ha kentañ roue anjevat.
Brudet fall eo Steven abalamour ma voe ur roue meur en e raokHerri Iañ, hag unan all war e lerc'h Herri II, hag ar re-se a blijas muioc'h egetañ d'an istorourien.
| En e raok: Herri Iañ |
Roue Bro-Saoz 1135 - 1154 |
War e lerc'h: Herri II |