Steudadur aostronezek

Eus Wikipedia
Steudadur
morfologel-kevreadurezhel

Er yezhoniezh e vez implijet an termen steudadur aostronezek pe steudadur filipinezek evit komz eus ur steudadur morfologel-kevreadurezhel kemmesk, implijet gantañ war-un dro elfennoù o tennañ d'an daou doare steudadur pennañ: ar steudadur ergativel-absolutivel hag ar steudadur nominativel-akuzativel.

Kavet e vez ar steudadur-mañ er yezhoù aostonezek komzet er Filipinez, Borneo, Taiwan ha Madagaskar.

Alies e vez komzet en degouezh-mañ eus tuioù: an tu-gra hag an tu-gouzañv, met e gwirionez n'eo ket tuioù rak div arguzenn bennañ ez eus e pep degouezh a gwell e komz eus frammadurioù "distegnet gant ar graer" (AT: saoz. "agent trigger" pe "actor focus") evit ar frammadurioù a denn d'ar steudadur akuzativel diouzh un tu ha "distegnet gant ar gouzañver" (PT: saoz. "patient trigger" pe "undergoer focus" evit ar frammadurioù a denn d'ar steudadur ergativel diouzh an tu all. Ar PT eo an doare steudadur diazez er yezhoù-mañ peurliesañ.

Koulz er steudadur PT hag er steudadur AT ez eus div arguzenn bennañ, implijet an hevelep merkadur morfologel evit nominativel ar steudadur AT hag evit absolutivel ar steudadur PT.

Tri degouezh diazez ez eus neuze:

Steudadur morfologel Troad ar rannfrazenn amdranzitivel pennañ Troad ar rannfrazenn dranzitivel pennañ Troadoù an tuioù a eil renk
Akuzativel
(darn vrasañ eus yezhoù Europa)
nominativel
(hevelep troad evit ar graer)
Tu-gra Tu-gouzañv
nominativel (Graer) Nominativel (Gouzañver)
akuzativel (Gouzañver)
Ergativel
(darn vrasañ eus yezhoù Aostralia)
absolutivel
(hevelep troad evit ar gouzañver)
Tu-gra Tu-enepc'houzañv
absolutivel (Gouzañver) absolutivel (Graer)
ergativel (Graer)
Aostronezek
(darn vrasañ eus ar yezhoù filipinezek)
"eeun"
(hevelep troad evit an daou du tranzitivel)
PT AT
"eeun" (Gouzañver) "eeun" (Graer)
ergativel (Graer) akuzativel (Gouzañver)

Notenn: E gwirionez ne glota ket penn-da-benn troadoù ar yezhoù filipinezek gant an troadoù er yezhoù all. Da skouer, daoust ha ma reer "nominativel" eus an troad anvet amañ "eeun" e klota kenkoulz all gant an troad "absolutivel".

Skouer: an tagalogeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu ur skouer e tagalogeg, ur yezh implijet ganti ar steudadur aostronezek:

B<in>asa   ng   tao   ang   aklat.
<(tremenet:PT)>read (dieeun) den (eeun) levr
"Al levr a voe lennet gant un den"
B<um>asa   ng   aklat   ang   tao.
<(bremañ:AT)>read (dieeun) levr (dieeun) den
"An den a lenn ul levr"