Stereo Total

Eus Wikipedia
Stereo Total, 2005

Stereo Total a zo un daouad sonerezh alaman ha gall, ennañ Françoise Cactus ha Brezel Göring. Savet eo bet ar strollad e Berlin e 1995. Ouzhpenn tri-ugent kanaouenn o deus savet, ha pemp pladenn o deus lakaet embann. E-touez dodennoù pennañ o c’hanaouennoù emañ ar garantez, ar reizh, an hiraezh hag an emsavadeg. En o c’hanaouennoù e veskont a bep seurt sonerezhioù : elektro bihanañ, punk, rock’n’roll, disko pe c’hoazh new wave. A-fet binvioù ec’h implijont ar gitar tredan, an taboulinoù hag ar standilhoner. Diehan e vez Stereo Total o treiñ er bed a-bezh (Norzh ha Su Amerika, Japan, Rusia, Europa, Sina...) abaoe 2001.


Pladennaoueg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1995 · Oh Ah!
  • 1997 · Monokini
  • 1998 · Juke-Box Alarm
  • 1999 · My Melody
  • 2001 · Musique Automatique
  • 2005 · Do the Bambi!
  • 2006 · Discotheque
  • 2007 · Paris-Berlin

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]