Steenwerk
| Kumunioù Frañs | |
|---|---|
| Anv | Steenwerk |
| Anv ofisiel | Steenwerck |
| Lec'hiadur | |
| Skoed | |
| Riez | |
| Rannvro | |
| Departamant | |
| Bro hengounel | |
| Arondisamant | Dukark |
| Etrekumuniezh | Communauté de communes Monts de Flandre - Plaine de la Lys |
| Kanton | Belle-Biz |
| Kod INSEE | 59581 |
| Kod post | 59181 |
| Maer | Joël Devos |
| Amzer-gefridi | 2008-2014 |
| Gorread | 27,47 km² |
| Led | 50° 45' 50" Norzh |
| Hed | 02° 43' 21" Reter |
| Uhelder kreiz | 16 m |
| Uhelder bihanañ | 13 m |
| Uhelder brasañ | 19 m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 3 391 (2007) |
| Stankter | 123 a./km² |
| Lec'hienn ar gumun | |
Steenwerk (e galleg:Steenwerck ) a zo ur gumun eus Flandrez Frañs, e departamant Norzh, en Hanternoz Bro-C'hall.
Taolenn |
Istor [kemmañ]
XXvet kantved [kemmañ]
- nepell ag an talbenn edo Steenwerk betek penn-kentañ miz Ebrel 1918. Kemeret e voe gant an Alamaned neuze. Tapet e voe gant an 23rd Lancashire Fusiliers (lu ar Rouantelezh-Unanet) d’an 2 a viz Gwengolo 1918 en-dro. Distrujet razh e voe an iliz katolik hag ar gêriadenn. Tremen 4 700 soudard a zo douaret er gumun;
- roet e voe ar Groaz Brezel 1914-1918 d'ar gumun e 1920
[1].
Eil Brezel-bed: dieubet e voe ar gumun gant lu ar Rouantelezh-Unanet d'ar 6 a viz Gwengolo 1944.
Monumantoù ha traoù heverk [kemmañ]
Bezioù ha beredoù ar Brezel-bed kentañ [kemmañ]
Bered alaman: Kriegsgräberstätte Steenwerck [kemmañ]
2 048 soudard alaman a zo douaret enni [2].
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun [kemmañ]
| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 1 | |
| 11 | |
| Hollad | 12 |
Marvet int e-pad ar Brezel-bed kentañ.
Bered ar C'hommonwealth: Croix-du-Bac British Cemetery [kemmañ]
| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 11 | |
| 537 | |
| 5 | |
| Hollad | 554 |
Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Digoret e voe ar vered gant unanadoù stourm ha gant klañvdioù-brezel e miz Gouere 1916. Implijet e voe betek penn-kentañ miz Meurzh 1918. D’an 10 a viz Ebrel 1918 e voe kemeret Trois Arbres gant al Lu alaman. Tapet e voe gant an 23rd Lancashire Fusiliers d’an 2 a viz Gwengolo 1918 en-dro. Un nebeut bezioù ouzhpenn a voe graet e miz Here 1918. Goude arsav-brezel an 11 a viz Du 1918 e voe degaset bezioù eus tachennoù-emgann [3].
Bered ar C'hommonwealth: Le Grand Beaumart British Cemetery [kemmañ]
| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 1 | |
| 552 | |
| Hollad | 553 |
Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Adalek an 10 a viz Ebrel 1918 hepken en em gavas Steenwerk gant ar brezel, pa voe tapet gant al Lu alaman. Chom a reas gantañ betek penn-kentañ miz Here 1918. Kroget e voe ar vered gant unanadoù stourm ha gant klañvdioù-brezel e miz Ebrel 1918 ; implijet e voe e miz Here 1918 adarre. 55 bez a voe enni , met brasaet e voe goude an arsav-brezel eus an 11 a viz Du 1918 gant bezioù degaset eus tachennoù-emgann Steenwerck, Niepkerke hag Armentières. 116 anezhe a zeu eus bered alaman Steenwerck. Daou soudard ag ar 1st Bn. King's Own (Royal Lancaster) Regiment, fuzuilhet e miz Ebrel 1915 evit bout bet dizertet, a zo douaret er vered [4].
Bered ar C'hommonwealth: Trois Arbres Cemetery [kemmañ]
| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 1 | |
| 470 | |
| 1 | |
| 22 | |
| 997 | |
| 213 | |
| Hollad | 1 704 |
Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Digoret e voe ar vered gant an ospital-tachenn aostralian 2nd Australian Casualty Clearing Station e miz Gouere 1916. Implijet e voe betek penn-kentañ miz Ebrel 1918. D’an 11 a viz Ebrel 1918 e voe kemeret Trois Arbres gant al Lu alaman. Chom a reas gantañ betek penn-kentañ miz Here 1918. Implijet e voe ar vered adarre goude kiladenn an Alamaned. Goude arsav-brezel an 11 a viz Du 1918 e voe degaset bezioù eus tachennoù-emgann Steenwerck, Niepkerke, Belle ha Nieuwkerke. Pevar soudard, unan ag ar 2nd Bn. King's Own (Royal Lancaster) Regiment, unan ag ar 1/4th Bn. The Black Watch , unan ag ar 14th Bn. Canadian Expeditionary Force hag unan ag ar 1st Bn. Canterbury Regiment (New Zealand), fuzuilhet evit bout bet dizertet, a zo douaret er vered [5].
Douaroniezh [kemmañ]
Emdroadur ar boblañs 1793-2007 [kemmañ]

Melestradurezh [kemmañ]
Tud [kemmañ]
Gevelliñ [kemmañ]
Liammoù diavaez [kemmañ]
Dave ha notennoù [kemmañ]
- ↑ Pages 14-18
- ↑ Lec’hienn Traces of War
- ↑ WW1 Cemeteries
- ↑ WW1 Cemeteries
- ↑ WW1 Cemeteries
- ↑ Cassini hag EBSSA