Statud mirerezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Bern klopennoù Bizoned. Ne oa ken 750 bizon e 1890 da c'houde ar re chaseerezh.
rummadoù an IUCN

Ar statud mirerezh eus ur spesad zo ur merker a ro an tu da briziañ pegen bras eo ar riskl en deus da vont da get d'ur mare bennak. Diskouez a ra hag eñ ez eus loened bev c'hoazh barzh ar strollad-se ha ma'z eus e petore dañjer emañ ar strollad-se da vont da get en amzer da zont. Kalz faktorioù a vez kemeret e kont. N'eo ket hepken niver an anevaled bev c'hoazh, met ivez feur digresk pe kresk ar strollad, an dañjerioù anavezet ha kement zo...

Ar reizhiad priziañ ha renkañ ar muiañ brudet hag anavezet er bed eo Roll ruz ar spesadoù en Arvar an IUCN. Termeniñ a ra ar reizhiad-se e statudoù mirerezh (rummadoù) hag an arouezioù-barn resis a ro an tu da lakaat ar spesad-mañ-spesad en ur rummad pe en unan all. Rannañ a ra ar spesadoù en arvar e tri rummad : ar spesadoù en arvar bras (berradur : CR), ar spesadoù en arvar (EN), hag ar spesadoù Chalus (VU). Savet ez eus ivez ur roll eus ar spesadoù aet da get abaoe 1500 kent J.K.(EX) hag eus an taksa zo aet da get en natur (EW). Renablet eo ivez e rummadoù an taksa zo an nebeutañ e dañjer : ar spesadoù zo tost da vezañ en arvar (NT) hag ar spesadoù n'emaint ket en arvar (LC).

Ar "C'henemglev diwar-benn kenwerzh etrebroadel ar spesadoù loened ha plant gouez en arvar" (CITES) en deus da bal da asuriñ n'eo ket lakaet en arvar ar spesadoù loened ha plant gouez gant ar c'henwerzh etrebroadel.

Reizhiadoù a labour e meur a vro[kemmañ]

En Unvaniezh Europa, al lezenn reizhañ diwar-benn kenwerzh ar spesadoù gouez en Unvaniezh Europa zo ul lezenn a glask seveniñ ar c'henemglev CITES en Unvaniezh Europa, war un dro gant muzulioù all. "NatureServe conservation status" a labour e Suamerika, USA, Kanada hag en inizi. Diorroet eo bet e-pad an tregont vloaz diwezhañ gant skiantourien eus "NatureServe", "The Nature Conservancy", hag ur rouedad programmoù diwar-benn ar glad naturel ha kreizennoù roadennoù. Labourat a ra muioc'h-mui gant reizhiad Roll Ruz an IUCN. Levr ruz ar c'hevredad rusian a vez en implij eno.

Reizhiadoù broadel[kemmañ]

  • Aostralia. An Environment Protection and Biodiversity Conservation Act (EPBC Act, 1999) a zeskriv rolloù spesadoù en arvar, kumuniezhioù ekologel hag argerzhioù gourdrouzus. Bodañ a ra ar rummadoù e Roll ruz an IUCN eus 1994. Kent an EPBC Act e veze implijet ur renkadur eeunoc'h gant an Endangered Species Protection Act (1992). Gouarnamantoù Stadoù Aostralia o deus ivez reizhiadoù dibar.


Ar rummadoù spesadoù[kemmañ]

An Dodo, amañ en ur skeudenn eus 1651 gant Jan Savery, zo ur spesad a vez meneget alies evel skouer eus ur spesad aet da get n'eus ket pell

Ar spesadoù aet da get[kemmañ]

E bevoniezh hag en ekologiezh, ar steuzidigezh zo diwezh un organeg pe ur strollad organegoù (takson), da gustum ur spesad. Mare ar steuzidigezh a c'hoarvez gant marv ezel diwezhañ ar spesad peurliesañ, e spered an dud, daoust ma c'hall ar varregezh da ouennañ, ha da zont war c'horre ar bec'h, bezañ kollet a-raok ar mare-se. Diaes eo jediñ ar mare-se ha peurliesañ e vez graet pa c'haller teurel ur sell war ar pezh zo c'hoarvezet, da c'houde. Diskouez a ra an arkeologiezh hag ar baleontologiezh e oa dister an niver a spesadoù o vont da get kent d'an dud en em strewiñ e pep lec'h war-c'horre an Douar. Ar steuzidigezhioù spesadoù a vloc'hadoù bras a oa ral.

War-dro 10 0000 vloaz zo eo kroget ar spesadoù da vont da get buanoc'h-buanañ, ar pezh a glot gant kresk an denelezh[1] abaoe steuzidigezh vras ar c'hretase. Roet e vez an anv a steuzidigezh an Holosen d'an argerzh-se hag ar 7vet gwezh an hini eo ez a ar spesadoù da get a vloc'hadoù bras. Lod eus an arbennigourien a soñj dezhe e c'hallfe an hanter eus ar spesadoù a anavomp, mont da get ac'hann da 2100[2],[3]. N'emañ ket an holl a-du gant ar sell-se[4],[5].

An touseg alaouret (Incilius periglenes), gwelet evit ar wezh diwezhañ e 1989. Spesad aet da get hervez rummmatadur an IUCN abaoe 2001

Ouzhpenn an abegoù kozh ha naturel a laka spesadoù da vont da get, an abegoù liammet ouzh bezañs an den abaoe nebeud amzer a bouez muioc'h-mui : saotradur an endro, regorvoiñ an danvezioù naturel, distruj ar metouier, dic'hallusted evit izili ur spesad da gejañ[6] degaset gant bruzunadur an tachennoù gouez... Ur bern efedoù a c'hallfe kreskiñ en amzer da zont abalamour da dommadur an hin.

E-touez ar spesadoù aet da get nevez zo dindan levezon an dud e c'haller menegiñ emoued Tasmania, ar goded bras, ibized ar Reunion, leoned Europa, ha lern an Inizi Maloù.


Ar spesadoù aet da get en natur[kemmañ]

Spesadoù zo evel kezeg Przewalski, Leon an Atlas pe ar Cyprinodon longidorsalis zo aet da get en natur hag a chom bev abalamour ma vez desavet un nebeud gant an den hepken. Plant zo ne vezont kavet ken el liorzhoù evel Rhododendron kanehirai zo aet da get e Taiwan, e vro orin. Alies ez eo dister-kenañ stad ar spesadoù-se. Ne chom nemet un daou-ugent ezel eus al lapoused trovanel Mitu mitu er bed da skouer ha dalc'het int e zooioù.

Ar spesadoù en arvar bras[kemmañ]

Ur gorilh menez, ur spesad tost-kenañ dimp hag en arvar bras
Tigred Siberia zo un isspesad tigred zo en arvar hiziv ; tri isspesad tigred zo aet da get dija.[7]

Rummad ar spesadoù en arvar bras zo anezhañ ar rummad ar muiañ en arvar hervez Roll ruz an IUCN evit ar spesadoù gouez (s.o. Roll ar spesadoù ar muiañ en arvar). Ur spesad en arvar bras en deus gwelet niver e izili digreskiñ, pe a welo anezhañ o tigreskiñ, eus 80% e-korf tri remziad.[8]

Evel ma ne vez ket sellet ouzh ur spesad evel ur spesad aet da get gant an IUCN kent ma vije bet kaset da benn enklaskoù don ha hir e c'haller soñjal ez eus spesadoù zo aet da get c'hoazh hag a zo atav war roll ar spesadoù en arvar bras. Ur rummad nevez evit ar spesadoù a c'hallfe bezañ aet da get zo bet kinniget gant BirdLife International da dermeniñ ar strollad-se.

Skouerioù eus loened en arvar bras :

Skouerioù plant en arvar bras :

Ar spesadoù en arvar[kemmañ]

Ar spesadoù en arvar zo e riskl da vont da get abalamour ma cheñch o metoù pe abalamour ma vezont debret, lazhet betek re gant an dud pe gant spesadoù all eus ar metoù pe spesadoù aloubus. En o zouez emañ : ar Balumed glas, ar Pandaed bras, Louparded an erc'h, chas gouez Afrika, an Tigred, an Albatrozed.


Ar spesadoù kizidik pe chalus[kemmañ]

Emañ ar gwepard e-touez ar spesadoù chalus

E bevoniezh hag en ekologiezh, ur spesad kizidik pe chalus, zo ur spesad en arvar abalamour d'e berzhioù biologel er laka da vezañ kizidik-kenañ d'ar gourdrouzoù liammet gant obererezh an dud pe da anadennoù naturel zo. Ar rummad-se a vod spesadoù o deus tizhet ar c'hentañ pazenn eus ar riskl steuzidigezh (hervez ar rummatadur COSEPAC). Pa gresk ar riskl ma'z afe ar spesad-se da get e vez renket e-touez ar spesadoù en arvar.

Ar spesadoù tost da vezañ en arvar[kemmañ]

Diagramm eus ar spesadoù tost da vezañ en arvar hag eus rummadoù all an IUCN.
Ar Bleiz moueek zo tost da vezañ en arvar abalamour ma koll ar metoù ma oa o vevañ, abalamour ma vez implijet an tachennoù-se evit al labour-douar dreist-holl.

Spesadoù tost da vezañ en arvar (NT) zo ur statud mirerezh roet d'ar spesadoù ha d'an taksa a c'hell bezañ sellet oute evel en arvar da vont da get en amzer da zont tost, daoust ma n'int ket lakaet er stadud spesad en arvar. Evel-se e tiskouez an IUCN ez eo pouezus priziañ en-dro statud an taksa-se alies. 402 taksa zo er rummad-se. An arouezioù-barn implijet da renkañ ar spesadoù er rummad-se a rank diskouez emañ tost ar strolladoù loened e kaoz da dremen er rummad war-lerc'h (spesadoù chalus) pe e c'hallfent tremen er rummad-se. Lod eus spesadoù ar rummad-se zo spesadoù a chom en ur stad mat a-walc'h a-drugarez d'ar strivoù graet evit o mirout, e-kichen a-raok o devo ur rummad dezhe o-unan.

Ar spesadoù n'emaint ket en arvar[kemmañ]

Rummad ar spesadoù n'emaint ket en arvar (LC, "Least Concern" e saozneg) zo ur rummad eus an IUCN evit strolladoù zo bet priziet met na lakaer ket en unan eus ar rummadoù all. N'int ket bet termenet evel spesadoù en arvar, pe kizidik . Kalz spesadoù boutin evel dube ar reier, ar gwenan, moustiked tigr Azia, ar jenevreg boutin, Skoul ar geunioù, al labous sant-varzhin sakr, hag al logod zo renket er rummad-se.

Ar spesadoù n'hallont ket bezañ lakaet er rummad-mañ ma n'eo ket bet priziet stad o foblañs. Da lâret eo ez eo ret kaout titouroù azas diwar-benn an niver eus e izili hag an tachennoù m'emaint o vevañ evit ober un disklêriadenn eeun pe get diwar-benn riskl ur spesad da vont da get. Abaoe 2001 en deus ar rummad-se ar berradur "LC" (least concern e saozneg), diouzh stumm 3.1 rummadoù hag arouezioù-barn an IUCN e 2001[9] Koulskoude e toug war-dro 20% eus spesadoù ar rummad-se (3261 diwar 15636) ar c'hod "LR/lc", e bonn stlenn an IUCN, ar pezh a ziskouez n'eo ket bet priziet o stad en-dro abaoe 2000.

Daoust ma ne vez ket sellet ouzh spesadoù ar rummad-se evel spesadoù zo war ar Roll ruz gant an IUCN, Roll ruz 2006 a laka 15636 taksa ennañ memes tra. An niver klok a spesadoù er rummad zo 14033 (en o zouez meur a spesad n'eo ket bet deskrivet c'hoazh evel ur glesker eus ar genad Philautus[10]). 101 isspesad loened zo ivez ha 1500 taksa plant (1410 spesad, 55 isspesad, ha 35 seurtad). Div ispoblañs loened zo war ar roll ivez : an ispoblañsoù Spineg eus Aostralazia hag eus Afrika ar Su. N'eus fungus na protista ebet er rummad-se, daoust ma n'eus nemet pevar spesad eus ar ren-se zo bet priziet evit ar mare. Mab-den a oa lakaet en un doare ofisiel e-barzh ar rummad-se gant an IUCN e 2008[11].

Notennoù[kemmañ]

  1. [http://www.msnbc.msn.com/id/6502368/%7Ctitre=Species disappearing at an alarming rate, report says, 2007
  2. The Future of Life, E.O. Wilson}}. Sellet ivez ouzh The Sixth Extinction : Patterns of Life and the Future of Humankind gant Richard Leakey}}
  3. , La 6e extinction Agence Science-Presse, 17 septembre 2007 ha La 6 extinction (4 partie): quelles conséquences?, 20 septembre 2007.
  4. Bjorn Lomborg, L'écologiste sceptique, p.365 met keneiled an aozour o deus kavet kalz abeg el levr-se
  5. Colinvaux, Paul Alain 1989 “The past and future Amazon.” Scientific American, May 1989:102-8.
  6. William F. Fagan, Peter J. Unmack, Colleen Burgess, W. L. Minckley ; (2002) Rarity, fragmentation, and extinction risk in desert fishes. Ecology: Vol. 83, No. 12, pp. 3250-3256. ; doi: 10.1890/0012-9658(2002)083[3250:RFAERI]2.0.CO;2
  7. Sundarbans tiger project. Kavout a reer titouroù diwar-benn an tigred o vont da get war al lodenn eus al lec'hienn gouestlet d'an tigred.
  8. [http://news.bbc.co.uk/2/hi/science/nature/4202734.stm "Apes extinct in a generation", BBC, 2005-09-01
  9. Categories & Criteria (version 3.1), The IUCN Red List of Threathened Species 2006-12-19, [http://web.archive.org/web/20061114215755/http://www.redlist.org/info/categories_criteria2001 |archivedate = 2006-11-14}}
  10. [http://www.redlist.org/search/details.php?species=58913%7Ctitle=Philautus sp. nov. 'Kalpatta', The IUCN Red List of Threathened Species, 2006-12-19
  11. The IUCN Red List of Threathened Species 2008