Stêr Vaupés

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kartenn ma weler ar stêr Vaupés o kemberiñ gant ar Río Negro.

Ar stêr Vaupés (Vaupés e spagnoleg, Uaupés e portugaleg) zo ur stêr eus Suamerika, adstêr d'ar Rio Negro. Eieniñ a ra e departamant Guaviare e Kolombia ha redek war-zu ar reter dre zepartamantoù Guaviare ha Vaupés. Goude-se e tremen dre stad Amazonas e Brazil. Er vro-se eo anvet ar stêr Uaupés. Redek a ra ar stêr pelloc'h war-zu ar reter betek São Joaquim (Amazonas), ma kember gant ar Rio Negro.