Senegal (stêr)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Stêr Senegal)
Diazad ar stêr Senegal.

Ar stêr Senegal a zo ur stêr eus Afrika ar C'hornaoueg. Eieniñ a ra e Ginea ha tremen dre Vali, hag an harzoù a ra etre Maouritania ha Bro-Senegal. 1 790 km eo he hed. En em deuler a ra er Meurvor Atlantel e Saint-Louis.

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar stêr he deus roet hec'h anv da vro-stad Senegal.