Stêr Ewenni

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Afon Ewenni, e-kichen Castell Ogwr.

Ar stêr Ewenni (Afon Ewenni e kembraeg) zo ur stêr eus kreisteiz Kembre, e Bro Morgannwg, a dremen dre Pencoed hag Ewenni, tost da gastell Ogwr, a-raok kemberiñ gant ar stêr Ogwr, a ya da aberiñ nepell er Mor Havren en Aberogwr, e-kichen Merthyr Mawr.

Ar stêr Alun zo adstêr dezhi.

Er bloavezhioù 1970 e voe eeunaet he red er pradeier evit aesaat ar vuhez da dud al labouradeg Ford nepell, a veze dindan an dour pa veze dour bras.


Liammoù diavaez[kemmañ]