Spritz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Spritzgebäck
Ar benveg evit ober Spritzgebäckene (gwastili eus Alamagn hag Elzas)

Ar Spritz, Spritzgebäck, pe Spritzgebäckene, zo gwastilli a vez graet da vare an Azvent en Alamagn, Elzas, ha Loren un tammig ivez.

Fardet int o tremen an toaz dre un drailherez-kig, ur gael-wispid ouzh he beg. Graet eo an toaz gant bleud, amanenn, vioù, sukr, hag alamandez-poultr.

Alies e vezont blazet gant kanell, met gallout a reer lakaat vanilha e-lec'h, pe c'hoazh kafe pe orañjez...