Split (pladenn)

Eus Wikipedia

Split (ger saoznek HAG a dalvez rannañ) a reer eus ur bladenn vras, pe ur bladenn EP pe c'hoazh ur bladenn vihan (single), enno tonioù savet gant daou, tri strollad pe ouzhpenn. Ar strolladoù-se a c'hall bezañ a orin eus ar memes bro, pe eus broioù disheñvel. Evel-se e vez rannet ar frejoù produiñ ha skignañ. Peurliesañ e vez aozet pladennoù split gant strolladoù sonerezh rock pe re sonerezh punk hag a zo o paouez kregiñ gant ar vicher.