Spes

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Spes a oa doueez ar spi pe ar goanag gant ar Romaned. An doueez diwezhañ (Spes, ultima dea) a veze graet anezhi ivez.

Klotañ a rae gant an doueez Elpis en Hellaz kozh.

Un templ a oa dezhi er Forum Holitorium.

En oberoù arzel e weled Spes o troñsañ he sae en ur zerc'hel un dornad bleunioù pe korn ar builhded.

Aroueziañ a rae an esper da gaout eostoù puilh, kenkoulz ha bugale. Gervel hec'h anv a veze graet pa veze ganedigezh pe eured, pe da vareoù a bouez all.

Un delwenn anezhi zo er Villa Ludovisi e Roma.