Spanish Fort (Alabama)

Eus Wikipedia

Spanish Fort zo ur gêr eus Alabama, e-kichen Mobile, war aod Pleg-mor Mec'hiko. Er bloavezh 2000 e oa poblet gant 5 423 a annezidi[1].

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet e voe ur c'hontouer eno e 1712 gant ar gall Jean-Baptiste Le Moyne de Bienville. Eno e veze graet kenwerzh etre ar C'hallaoued hag an Amerindianed. E 1763 e voe lezet ar c'hontouer-se, ha kalz douaroù all en arvor, gant Breizh-Veur. E-pad Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet e voe kemeret gant ar Spagnoled a savas ur c'hreñvlec'h e-lec'h ar c'hontouer. Alese an anv “Spanish Fort”. Adkemeret e voe gant ar Saozon e 1781 ha kollet ganto adarre. Goude ar Brezel etre Breizh-Veur hag ar Stadoù Unanet, etre 1812 ha 1815, e teuas da vezañ e dalc'h ar Stadoù Unanet, da vat.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. "Census 2000 Demographic Profile Highlights" (for Spanish Fort, AL), US Census Bureau, 2007, webpage: US-Census-SpanishFortAL