Soudarded vreizhat bet fuzuilhet gant al lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ

Eus Wikipedia

E-pad ar Brezel-bed kentañ e voe fuzuilhet soudarded vreizhat, ha gwazed all evel-just, gant al Lu gall. Hervez lec'hienn "Mémoire des hommes" dalc'het gant Ministrerezh c'hall an Difenn e vije bet fuzuilhet 64 Breizhad, ha hervez levr Frédéric Mathieu 14-18, les fusillés[1] (ISBN 978-2-9532-7264-2) emañ departamantoù Breizh e-touez an departamantoù ma oa bet ar muiañ a reoù fuzuilhet.

Roll ar re fuzuilhet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu amañ roll ar 64 Breizhad a zo bet fuzuilhet, goude ur varnadenn evit ar pep brasañ anezho met darn a zo bet lazhet divarn gant uhelourien war an dachenn.

Aodoù-an-Hanternoz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. AUDREN Julien Marie, ganet d'ar 7 a viz Genver 1887 e Kaorel, soudard er 102vet Rujumant Troadegiezh, fuzuilhet d'ar 1 a viz Kerzu 1917, e Villers-Marmery (departamant Marne, Bro-C'hall)[2].
  2. BESNARD Toussaint Émile, ganet d'ar 4 a viz Mae 1883 e Plerneg, soudard er 47vet Rujumant Troadegiezh, fuzuilhet d'ar 26 a viz Here 1915, e Vienne-le-Château (departamant Marne, Bro-C'hall)[3].
  3. BOULEAU Eugène Marie Ange, ganet d'an 20 a viz Genver 1890 e Medrigneg, soudard er 128vet Rujumant Troadegiezh, fuzuilhet d'ar 14 a viz Gwengolo 1914 e Vouillers (departamant Marne, Bro-C'hall)[4].
  4. CHEVESTRIER François Mathurin, soudard en 8vet Rujumant Troadegiezh Drevadennel, ganet e Sant-Yuvad, fuzuilhet d'ar 7 a viz Gwengolo 1916 e Verderonne (departamant Oise, Bro-C'hall)[5].
  5. CREN Henri Pierre, bet ganet e Sant-Brieg d'ar 7 a viz Here 1890, soudard en 2vet Rujumant Troadegiezh, fuzuilhet d'ar 1 a viz Here 1915, e Vienne-le-Château (departamant Marne, Bro-C'hall)[6].
  6. DÉNÈS François Marie Henri, ganet e Pluskelleg d'ar 15 a viz Ebrel 1889, soudard er 47vet Rujumant Troadegiezh, fuzuilhet d'ar 26 (pe d'ar 27) a viz Here 1915, e Vienne-le-Château (departamant Marne, Bro-C'hall)[7].
  7. GUÉGAN Pierre Marie, ganet e Tremargad, d'an 22 a viz Ebrel 1886, soudard en 2vet Rujumant Troadegiezh, fuzuilhet d'an 3 a viz Gwengolo 1916 e Méharicourt (departamant Somme, Bro-C'hall)[8].
  8. HESRY Pierre Marie, ganet e Plesala d'an 23 a viz Gouhere 1889, soudard en 31vet Rujumant Troadegiezh, fuzuilhet d'ar 1 a viz C'hwevrer 1917 e Coëmy (departamant Marne, Bro-C'hall).
  9. JEHANNET Joseph Marie, ganet en Ilifav d'an 28 a viz Eost 1888, soudard er 118vet Rujumant Troadegiezh, fuzuilhet d'ar 24 a viz Du 1914 e Senlis (departamant Somme, Bro-C'hall), «dilezet e bost gantañ a-dal d' an enebour» hervez ar varnadenn[9].
  10. LAGRÉE Pierre Marie François Mathurin, ganet e Kesoue d'an 20 a viz Du 1896 hag o chom er Stadoù-Unanet, soudard er 1añ Rujumant Troadegiezh Drevadennel, fuzuilhet d'an 21 a viz Eost 1916 e Roazhon (Breizh)[10].
  11. LAORAÑS Frañsez-Mari (29 a viz Genver 1885 e Melioneg - 19 a viz Here 1914 e Châlons-sur-Marne, departamant departamant Marne (Bro-C'hall), soudard er 247vet Rujumant Troadegiezh, kouer e Melioneg (Breizh)[11].
  12. OGER Marie Ange Joseph, ganet d'ar 5 a viz Genver 1891 e Lanrelaz, soudard en 48vet Rujumant Troadegiezh, fuzuilhet d'an 11 a viz Here 1914 e Berneville (departamant Pas-de-Calais, Bro-C'hall)[12].
  13. QUÉLEN Alfred, ganet d'an 20 a viz Eost 1888 e Pederneg, soudard er 136vet Rujumant Troadegiezh, ha fuzuilhet d'ar 6 a viz Eost 1915 e Sermaize (departamant Oise, Bro-C'hall) abalamour m'en dije «dilezet e bost dre emvuturgn»[13].
  14. RÉGNIER Pierre Marie Charles, ganet e Lambal d'an 2 a viz Mezheven 1876, soudard er 80vet Rujumant Troadegiezh Diriadel, fuzuilhet d'an 22 a viz Eost 1915 e Westvleteren (Flandrez Belgia), abalamour m'en dije drouklazhet ur soudard all[14].
  15. THÉRIN Jean, ganet e Pledran d'ar 24 a viz Mae 1889, o chom e Jerzenez, soudard er 168vet Rujumant Troadegiezh, fuzuilhet d'ar 4 a viz Kerzu 1915 e Saint-Maurice-sur-Mortagne (departamant Vosges, Bro-C'hall), abalamour da «feulster armet ouzh ur gward» hag a varvas[15].
  16. THOMAS François, ganet e Koadoud d'ar 27 a viz Mae 1885, soudard en 11vet Strollad Ispisial, fuzuilhet d'an 13 a viz Meurzh 1915 en Oujda (Maroko) evit «tagadenn ouzh daou uhelad, dismeg ouzh un uhelad e-pad ar servij, rebellerezh ouzh an arme graet gant ouzhpenn daou zen dizarm»[16].

Il-ha-Gwilen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. BELLAMY Louis, ganet e 1894 e Gwipri, soudard er 47vet Rujumant Troadegiezh, fuzuilhet d'ar 16 a viz Meurzh 1915 e Sainte-Catherine (departamant Pas-de-Calais, Bro-C'hall)[17],[18].
  2. BINDEL Armand, ganet d'an 22 a viz Meurzh 1881 e Sant-Owen-Reoger, soudard en 2vet Rujumant Troadegiezh, fuzuilhet e Sainte-Catherine (departamant Pas-de-Calais, Bro-C'hall) d'an 30 a viz Du 1914 abalamour m'en dije «dilezet e bost a-dal d'an enebour dre emvuturgn»[19].
  3. JOURDAN Armand, ganet d'ar 7 a viz Eost 1888, e Sant-Jord-Kadeneg, soudard er 124vet Rujumant Troadegiezh, fuzuilhet d'an 11 a viz Mezheven 1915, e Baconnes (departamant Marne, Bro-C'hall), evit «nac'h sentiñ a-dal d'an enebour»[20].
  4. LECHAT Lucien (21 a viz Ebrel 1891 e Ferred-17 a viz Meurzh 1915), unan eus Pevar C'horporal Souain eus ar 336vet Rejimant Troadegiezh, bet fuzuilhet evit « laoskentez a-dal d'an enebourien » e Souain (departamant Marne, Bro-C'hall) ha roet e enor dezhañ en-dro e 1935 ; mavour e oa e Gwitreg[21],[22].
  5. LE GRUIEC Pierre, ganet e Sant-Servan d'ar 1añ a viz Meurzh 1890, soudard er 120vet Rujumant Troadegiezh, lazhet divarn gant e uhelourien en Estrées-Deniécourt (departamant Somme, Bro-C'hall) d'an 10 a viz Gwengolo 1916[23] e-kerzh ur «rebellerezh»[24].
  6. LE MÉVEL Pierre, ganet e Roazhon d'ar 26 a viz Genver 1888, zouav en 2vet Rujumant Kerzhet Afrika, dic'haloñset ha fuzuilhet e Zeitenlik Salonik (Gres) d'an 11 a viz Gouhere 1916, abalamour ma «nac'has mont d'an ti-gar da gemer an tren da vont d'an talbenn»[25].
  7. LECOMPTE Jean-Marie, ganet e Polinieg d'an 20 a viz Mezheven 1880, kouer, soudard en 2vet Rujumant Troadegiezh, fuzuilhet e Sainte-Catherine (departamant Pas-de-Calais, Bro-C'hall) d'an 30 a viz Du 1914 abalamour m'en dije «dilezet e bost a-dal d'an enebour dre emvuturgn»[19].
  8. NOWÉ Édouard, ganet d'an 10 a viz C'hwevrer 1888 e Sant-Servan, soudard er 5vet Batailhon Kerzhet Troadegiezh Skañv, fuzuilhet d'an 21 a viz Here 1915, e Tuniz (Tunizia), evit «muntr, ha klask muntrañ»[26].
  9. OHO Alexis, ganet d'ar 14 a viz Ebrel 1893 e Roazhon, marc'heger er 14vet Rujumant Husarded, fuzuilhet d'an 30 a viz Genver 1915 e Courtisols (departamant Marne, Bro-C'hall), abalamour m'en dije «klasket laerezh gant armoù, ha klasket lazhañ tud»[20].
  10. PÉRENIN Louis, ganet e Roazhon d'ar 17 a viz Gouhere 1886, hemolc'her en 3vet Batailhon Kerzhet Skañv Afrika, fuzuilhet d'an 19 a viz Here 1917 e Cramant (departamant Marne, Bro-C'hall), evit «dezerterezh»[20].
  11. PLUET Henri, ganet e Sant-Yowan-an-Havreg d'an 28 a viz Kerzu 1892, soudard en 2vet Rujumant Troadegiezh, fuzuilhet d'ar 4 a viz Here 1916 e Le Plessier-Rozainvillers (departamant Somme, Bro-C'hall) evit «dezerterezh» ha «nac'h sentiñ a-dal d'an enebour»[20].
  12. ROCHER Pierre, ganet e Roazhon d'an 28 a viz Eost 1892, soudard en [[70vet Rujumant Troadegiezh (lu gall]|70vet Rujumant Troadegiezh]], fuzuilhet d'an 11 a viz Gouhere 1915 e Duisans (departamant Pas-de-Calais, Bro-C'hall) evit «nac'h sentiñ» ha «dilez e bost a-dal d'an enebour»[20].
  13. RUELLEUX Louis, ganet e Sant-Meven d'ar 15 a viz Meurzh 1892, soudard en 19vet Bataillon Hemolc'herien Troadegiezh, fuzuilhet e Châlons-sur-Marne (departamant Marne, Bro-C'hall) d'an 19 a viz Here 1914 evit «dilez e bost a-dal d'an enebour»[20].

Liger-Izelañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. ALLARD Jules,ganet e Naoned, soudard en 64vet Rujumant Troadegiezh, fuzuilhet d'an 13 a viz C'hwevrer 1917 e Verdun (departamant Meuse, Bro-C'hall), da 24 bloaz, tamallet dezhañ bezañ "dizertet en diabarzh"[27].
  2. BACHELIER Jean-Baptiste, soudard er 137vet Rujumant Troadegiezh, ganet e Kersoren, fuzuilhet d'ar 4 a viz Gouhere 1915, da 25 bloaz e Sailly-au-Bois (departamant Pas-de-Calais, Bro-C'hall)[28].
  3. BERTIN Joseph, korporal er 64vet Rujumant Troadegiezh, ganet e Nozieg, fuzuilhet e Sainte-Menehould (departamant Marne, Bro-C'hall) d'ar 5 a viz Mezheven 1916, da 25 bloaz, evit bezañ «en em ravoltet»[29].
  4. JUIN Armand Théophile, ganet e Mouster-al-Loc'h d'an 22 a viz Ebrel 1887, soudard er 64vet Rujumant Troadegiezh, fuzuilhet e Sainte-Menehould (departamant Marne, Bro-C'hall) d'ar 5 a viz Mezheven 1916 evit bezañ «en em ravoltet»[30].
  5. KERFONTAN Alexandre William, soudard hemolc'her en 11vet Rujumant Ijinouriezh, ganet en Antr, fuzuilhet d'ar 24 a viz Gouhere 1916 en Hersin-Coupigny (departamant Pas-de-Calais, Bro-C'hall), da 30 vloaz[31].
  6. LEGENDRE Louis, ganet e Fegerieg, korporal er 225vet Rujumant Troadegiezh, fuzuilhet d'an 29 a viz Du 1916, da 33 bloaz, e Somme-Suippe departamant Marne, Bro-C'hall)[32].
  7. LE MADEC Louis Julien, ganet e Naoned d'an 10 a viz Meurzh 1886, soudard er 65vet Rujumant Troadegiezh, fuzuilhet pe lazhet gant un ofiser d'ar 16 a viz Here 1914 en Englebelmer (departamant Somme, (meneget eo war ar mortuaj: «indigne» (dizellezeg)[33]).
  8. LE PAHUN Émile, korporal er 64vet Rujumant Troadegiezh, ganet e Sant-Nazer, fuzuilhet d'ar 1añ a viz Mezheven 1916 en Aubercy (departamant Meuse, Bro-C'hall), da 30 vloaz[29],[34].
  9. LONGUETAUD Louis, ganet e Naoned d'an 12 a viz Gwengolo 1889, soudard en 249vet Rujumant Troadegiezh, fuzuilhet d'ar 14 a viz Meurzh 1915 e Bourg-et-Comin (departamant Aisne, Bro-C'hall), evit «feulster ha gourdrouz ouzh unan a-us»[35].
  10. PORCHER Joseph, soudard en 2vet Rujumant Kerzhet Tennatourion, ganet e Sant-Nazer, fuzuilhet d'ar 24 a viz Here 1916, da 36 vloaz, e Trémont (Meuse, Bro-C'hall), barnet d'ar marv evit bout «dilezet e bost a-dal d'an enebour» div wezh, «klasket dilezel e bost dre emvurtugn», ha «nac'het sentiñ»[36].
  11. SURAUD Jean-Michel, soudard er 24vet Rujumant Troadegiezh Drevadennel, ganet e Naoned, fuzuilhet d'ar 7 a viz Gwengolo 1916 e Verderonne (departamant Oise, Bro-C'hall), da 34 bloaz[37],[38].

Mor-Bihan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. ALBAUD Eugène, ganet d'ar 26 a viz Eost 1880 e Keriadoù, soudard en 315vet Rujumant Troadegiezh, fuzuilhet d'ar 14 a viz C'hwevrer 1916 e Chaudefontaine (Marne, Bro-C'hall).
  2. BIHOUISE François Marie (10 a viz Gouere 1878 e Kamorzh-13 a viz Mae 1915), soudard en 88vet Rujumant Troadegiezh Diriadel, bet barnet d'ar marv evit bout klasket drouklazhañ un ofisour[39], fuzuilhet e Maizy (departamant Aisne, Bro-C'hall), ha douaret e Pontavert (departamant Aisne, Bro-C'hall)[40]; hervez Loeiz Herrieu[41], en deus ar boled rifet skoaz an ofisour hepken, hemañ a veze alies doc'h atahiniñ ar soudard-se (...) hag é kennig koll dezhoñ. Da zek eur noz ema barnet Bihouez d'ar marv ha d'un eur da vintin ema diskaret, daouzek tenn ennañ.
  3. CAMENEN Henri, ganet d'ar 17 a viz Even 1885 en Oriant, soudard er 4re Batailhon Kerzhet Troadegiezh Skañv Afrika, barnet d'ar marv d'an 9 a viz C'hwevrer 1915 evit bout dilezet e bost ha dizertet a-dal d'an enebour div wezh, bet fuzuilhet d'an 10 a viz C'hwevrer 1915 e Proven (Flandrez Belgia); meneget eo tué à l'ennemi (lazhet a-dal d'an enebour) ha mort pour la France (marvet evit Bro-Chall) ouzh e fichenn[42].
  4. CARIO Jean-Marie, ganet d'ar 7 a viz Mae 1887 e Sant-Tudal, soudard er 4re Batailhon Kerzhet Troadegiezh Skañv Afrika; prizoniet e oa e kamp Souk Ahras (Aljeria) ha lazhet e voe d'an 21 a viz Kerzu 1917 "p'edo o klask achap"[43].
  5. GUEGAN Eugène (14 a viz Du 1888 e Kaodan, el lodenn ag ar gumun deuet da vout hini Lannarstêr moarvat - 23 a viz Even 1916), soudard er Batailhon al Legion Estren eus ar 1añ Rujumant Kerzhet Afrika[44],[45].
  6. KERVEGANT François, bet ganet d'an 8 a viz Gwengolo 1890 e Malgeneg, korporal er 154vet Rujumant Troadegiezh, barnet d'ar marv evit "bout dilezet e bost" ha "dizertet a-dal d'an enebour", bet fuzuilhet d'an 10 a viz Gouhere 1916 e Commercy (departamant Meuse, (Bro-C'hall) )[46],[47].
  7. LE BIHAN Pierre Marie Louis (4 a viz Even 1874 e Rianteg-21 a viz Ebrel 1915), soudard en 33vet Rujumant Troadegiezh Drevadennel, soudardaet en Oriant, bet fuzuilhet gant al Lu gall e Dommartin-sous-Hans (departamant Marne, Bro-C'hall); barnet e voe d'ar marv evit bout drouklazhet ur serjant-major p'edo trezerc'het; ne ouie ket galleg, roet e voe ur jubennour dezhañ[48],[49].
  8. LE GARFF Jean Baptiste (21 a viz Du 1887 en Oriant-30 a viz Here 1916), soudardaet en Oriant, soudard en 11vet Strollad Ispisial bet fuzuilhet en Oujda (Maroko)[48],[50].
  9. LE PARC Joseph Marie, bet ganet d'ar 14 a viz Genver 1882 e Prizieg, soudard er 262vet Rujumant Troadegiezh, soudardaet en Oriant, bet fuzuilhet d'ar 21 a viz Du 1915 e Moulin-sous-Touvent (departamant Oise, Bro-C'hall)[51],[52]
  10. LESCOP Élie, lakaet da vezañ ganet e «Muzillac, arrt de Rennes, dept d'Ille et Vilaine»[53], implijad ti-kêr e Roazhon, soudard en 336vet Rujumant Troadegiezh, fuzuilhet d'an 19 a viz Du 1914 e Châlons-sur-Marne (departamant Marne, Bro-C'hall), evit «dilez e bost a-dal d'an enebour»[54].
  11. LOHRO Justin Louis (1892 e Sant-Pêr-Kiberen-7 a viz Gwenholon 1916), kanolier en 3vet Rujumant Kanolierezh Drevadennel, barnet d'ar marv evit bout dilezet e bost ha dizertet a-dal d'an enebour, bet fuzuilhet e Verderonne (departamant Oise, Bro-C'hall). Kavet e voe e vez e 2010 hepken[55],[56].
  12. RIO Joseph Marie (28 a viz Mae 1886 e Brec'h-19 a viz Meurzh 1917), soudardaet en Oriant, soudard en 72vet Rujumant Troadegiezh, bet fuzuilhet e Somme-Yèvre (departamant Marne, Bro-C'hall) evit bout «dilezet e bost a-dal d'an enebour»[48],[57].
  13. ROLLAND François (8 a viz Mae 1889 e Zinzag-13 a viz Gouhere 1915), soudard er 265vet Rujumant Troadegiezh, barnet d'ar marv e Choisy-au-Bac (departamant Oise, Bro-C'hall) evit bout nac'het sentiñ a-dal d'an enebour ha dismeget ur mestr, bet fuzuilhet e Saint-Étienne-Roilaye (departamant Oise, Bro-C'hall)[58].
  14. THOMAZO Jean Mathurin (26 a viz Even 1892 e Meriadeg e Pluvergad-10 a viz Gwenholon 1916), soudard er 1añ Batailhon Kerzhet Troadegiezh Skañv Afrika, soudardaet e Gwened, bet fuzuilhet e Maurepas (departamant Somme, Bro-C'hall)[59].
  15. ULLIAC François Louis, ganet d'ar 1 a viz Meurzh 1887 e Lannejenn, soudard er 1añ Rujumant Estrañjour Troadegiezh, lazhet d'an 19 a viz Meurzh 1917 e Maroko p'edo o klask dizertiñ.

Penn-ar-Bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. AUTRET Pierre Arsène Marie, ganet e Gwaien e 1886, soudard en 19vet Rujumant Troadegiezh, fuzuilhet d'ar 25 a viz Du 1916 e Belleray (departamant Meuse, Bro-C'hall) evit «ravoltadeg»[60].
  2. BERNARD Guillaume, ganet e Pleiben d'an 29 a viz Ebrel 1889, soudard er 64vet Rujumant Troadegiezh, fuzuilhet d'ar 5 a viz Mezheven 1916 e Sainte-Menehould (departamant Marne, Bro-C'hall) evit «ravolt»[61].
  3. GAONACH (skrivet GOANACH gant an arme) Yves, ganet d'ar 17 a viz Eost 1888 er C'hastell-Nevez, soudard en 3vet Batailhon Kerzhet Troadegiezh Skañv Afrika, fuzuilhet d'ar 15 a viz C'hwevrer 1915 e Proven (Flandrez Belgia) evit «dilez post dre emvuturgn» ha «dizerterezh en estrenvro»[61]; douaret eo e bered-veur al lu gall en Ablain-Saint-Nazaire‎ (departamant Pas-de-Calais ,Bro-C'hall)[62],[63].
  4. GUELLEC Pierre Marie, ganet d'an 21 a viz C'hwevrer 1886 e Landrevarzeg, kanolier bleiner er 1añ Rujumant Kanolierezh Drevadennel, fuzuilhet d'ar 15 a viz Mezheven 1915 e Ferrières (departamant Somme, Bro-C'hall) , evit «bezañ lazhet ur brigadier eus ar memes rujumant»[61].
  5. HÉNAFF François Marie, ganet e Kerfeunteun d'an 31 a viz Eost 1886, soudard er 64vet Rujumant Troadegiezh, fuzuilhet d'ar 5 a viz Mezheven 1916 e Sainte-Menehould (departamant Marne, Bro-C'hall) evit «ravolt»[64].
  6. KERAUDREN Pierre ganet e Brest d'an 20 a viz Kerzu 1896, fuzuilhet d'ar 4 a viz Genver 1918 e Craonne (departamant Aisne, Bro-C'hall) evit «hutinerezh»[61].
  7. KÉRÉVEL François, ganet e Gwaien d'an 22 a viz Du 1893, soudard en 2vet Rujumant Troadegiezh Drevadennel, fuzuilhet e miz C'hwevrer 1915 (deiziad ebet) evit «dilez e bost a-dal d'an enebour» ha «nac'h sentiñ»[61].
  8. PENVERN François, ganet er Releg-Kerhuon, soudard en 3vet Rujumant Troadegiezh, fuzuilhet d'ar 5 a viz Ebrel 1915, en ul lec'h anvet "Le Rendez-vous de Chasse" e Koad Hesse en Aubréville,er Meuse (Bro-C'hall)[65].
  9. PRIGENT Pierre Marie, ganet e Ploare d'ar 14 a viz Even 1887, soudard en 318vet Rujumant Troadegiezh, fuzuilhet d'ar 2 a viz Here 1914 e Jaulzy, Oise (Bro-C'hall)[66].

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) Frédéric Mathieu, 14-18, les fusillés, Éditions Sébirot, p. 828
  2. Mémoire des hommes
  3. [1]
  4. Mémoire des hommes
  5. Pennad en ABP
  6. francegenweb.org
  7. [2]
  8. Mémoire des hommes
  9. Lec'hienn Mémoire des hommes, Ministrerezh an Difenn
  10. Mémoire des hommes
  11. Mémoire des Hommes - Fichenn hiniennel
  12. Mémoire des hommes, Ministrerezh an difenn
  13. Mémoire des hommes
  14. Mémoire des hommes
  15. Mémoire des hommes
  16. Mémoire des hommes
  17. [3]
  18. Mémoire des hommes
  19. 19,0 ha19,1 [http://www.memoiredeshommes.sga.defense.gouv.fr/fr/article.php?laref=598 Mémoire des hommes (Ministrerezh an Difenn)
  20. 20,0 20,1 20,2 20,3 20,4 ha20,5 Mémoire des hommes»
  21. R.-G. Réau, Les crimes des conseils de guerre, Éditions du Progrès Civique, Pariz, Bro-C'hall, 1925
  22. Mémoire des hommes
  23. Le Télégramme
  24. [4]
  25. Mémoire des hommes
  26. Mémoire des hommes
  27. Mémoire des hommes
  28. liste-fusilles-regiments
  29. 29,0 ha29,1 En envor
  30. Mémoire des hommes
  31. [5]
  32. Mémoire des hommes
  33. Mémoire des hommes
  34. Mémoire des hommes
  35. [6]
  36. Mémoire des hommes
  37. En envor]
  38. Mémoire des hommes
  39. Mémoire des Hommes
  40. drouklazhadenn hervez Ouest-France, d'al Lun 4 a viz Du 2013, pajennoù "An Oriant"
  41. Loeiz Herrieu, Kammdro an Ankoù, Brest: Al Liamm, 1994, pajennoù 63 ha 64
  42. Mémoire des hommes
  43. Mémoire des Hommes
  44. fuzuilhet e Kalinova (Gres) Mémoire des Hommes
  45. Ouest-France, d'al Lun 4 a viz Du 2013, pajennoù "an Oriant"
  46. Mémoire des Hommes
  47. Mémoire des Hommes
  48. 48,0 48,1 ha48,2 Ouest-France, d'al Lun 4 a viz Du 2013, pajennoù "An Oriant"
  49. Mémoire des Hommes
  50. Mémoire des Hommes
  51. Le Télégramme, 15 a viz Du 2014
  52. Mémoire des Hommes
  53. Mémoire des Hommes n'eus "Muzillac" ebet en departamant-se, met e Muzilheg (Mor-Bihan) e oa bet ganet "Élie Marie Le Guenne", d'an 3 a viz Kerzu 1882, ha disklêriet en ti-kêr d'ar 4 a viz Kerzu. Mab e oa da "Marie Le Guennec", eus Muzilheg, hag a zimezas war-lerc'h gant un Aotrou Lescop.
  54. Mémoire des Hommes
  55. Ouest-France, d'al Lun 4 a viz Du 2013, pajennoù "An Oriant". Kavet e voe e vez e 2010 hepken
  56. Mémoire des Hommes
  57. Mémoire des hommes
  58. Mémoire des hommes
  59. Mémoire des Hommes - Fichenn hiniennel
  60. francegenweb.org
  61. 61,0 61,1 61,2 61,3 ha61,4 [7]
  62. Mémorial GenWeb
  63. histoire-genealogie.com
  64. Mémoire des hommes
  65. Mémoires des hommes, lec'hienn ministrerezh an difenn
  66. francegenweb.org