Sotoni
Eus Wikipedia
Ar sotoni pe diskiantegezh eo an diouer a spered, a gompren, a boellegezh, a skiant, pe skiant vat. Gallout a reer bezañ sot gant ar boan, ar glac'har...
Reolennoù diazez ar sotoni [kemmañ]
Brudet eo istorour an armerzh Carlo Maria Cipolla hag e arnodskridoù diwar-benn sotoni an dud. En e levr The Fundamental Laws of Human Stupidity e studi ar sotoni, hag e lavar eo galloudusoc'h bagad an dud sot eget aozadurioù bras evel ar Mafia
Sed ar pemp lezenn a zo da ziazez ar sotoni er bed hervezañ :
- Atav ha diremed e chomomp hep empentañ pegen bras eo niver an dud sot a zo war vale.
- Sotoni un den zo distag diouzh e berzhioù all.
- Un den sot zo gouest d'ober droug d'un den all pe d'ur bagad tud hep tennaén gounid ebet eus an droug, betek ober droug dezhañ e-unan zoken .
- An dud di-sot ne vezont ket evit empentañ morse pegen noazus eo nerzh an dud sot; ankouaat a reont dalc'hmat e koust ker ker en em glevout gant tud sot n'eus forzh pegoulz , n'eus forzh pelec'h, ha n'eus forzh penaos .
- Un den sot eo an dañjerusañ den a zo war an douar.
Liammoù [kemmañ]
- Lezennoù diazez ar sotoni denel, diwar oberenn Carlo Maria Cipolla (1988), Allegro ma non troppo