Sophie Prusia (Dugez Kourland)

Eus Wikipedia
Ur pennad Sophie von Preußen zo ivez.

Sophie von Preußen pe Sophie von Hohenzollern (en alamaneg), pe Sophie Prusia (1582-1610), a oa ur briñsez eus dugelezh Prusia, eus an Tiegezh Hohenzollern.

Merc'h e oa da Albrecht Friedrich von Preußen, dug Prusia, ha d'e bried Marie Eleonore von Jülich-Kleve-Berg (1550–1608), a oa merc'h d'an dug Wilhelm von Jülich-Kleve-Berg.

E miz Here 1609 e timezas Sophie da Wilhelm Kettler, mab da Gotthard Kettler eus Dugelezh Kourland ha da Anna, priñsez eus Mecklenburg-Schwerin.

E 1617 e savas bec'h gant an noblañsed, ken e rankas he fried kuitaat ar vro, ha dilezel e zugelezh.

Ur mab he doe Sophie, Jacob Kettler, a renas war-lerc'h e dad evel Dug Kourland.

En e raok 
Elisabeth Magdalena Pomerania
Dugez Kourland
1609-1610
War e lerc'h
Ar varkgravez Louise Charlotte von Brandenburg

Patrom:S-end