Solo Avengers

Eus Wikipedia

Solo Avengers, ha diwezhatoc'h Avengers Spotlight, a oa ur c'homic a veze embannet gant Marvel Comics.

Un isrummad eus Avengers e oa. Embannet e voe evit ar wech kentañ e miz Kerzu 1987 gant an titl Solo Avengers. E miz Eost 1989 (niverenn 21) e teuas da vezañ Avengers Spotlight. Paouezet e voe e miz Genver 1991 (niverenn 40). Peurliesañ e veze daou istor er gelaouenn, an eil diazezet war Hawkeye hag egile war ur gourharoz ezel eus Avengers ha n'en doa kelaouenn ebet gouestlet dezhañ.

Diwar an niverenn 35 e voe kinniget un istor hir nemetken ennañ,war-bouez en niverenn 36 (dibenn un istor diwar-benn Hawkeye a oa saénset bezañ embannet en niverenn 35, met ne oa ket peurecheu pa oa deuet ar gelaouenn er-maez).