Sofia Minsk

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Sofia Minsk pe Sofia Polotsk (war-dro 1140 – 1198), a oa ur briñsez polonat, merc'h da Richeza Pologn ( Ryksa Bolesławówna e poloneg, Rikissa Burislevsdotter e svedeg ; 1116 – 1156), a oa rouanez Sveden, hag a zimezas da un den anvet "Valador", roue e Pologn, met n'ouzer ket resis piv e oa he zad.

He dimezioù[kemmañ]

Teir gwech e timezas. Da eil e oa d'ar roue Valdemar Iañ Danmark ma teuas da vout rouanez Danmark, priñsez Minsk, ha landgravez Turingia.

Sophia a oa hanterc'hoar da Knut V Danmark. Goude eured he mamm da roue Sveden ez eas ganti da chom da Sveden ha savet e voe e lez he bro nevez. Dimezet e voe da Valdemar en 1154, da siellañ un emglev etre Danmark ha Sveden.

Brudet e oa davezañ kenedek, rok ha kriz.

He bugale[kemmañ]

Gant Valdemar Iañ Danmark (war-dro 1131–1182), he doe: