Snow Patrol

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Snow Patrol o seniñ e Utrecht e-kerzh Eyes Open Tour.

Snow Patrol a zo ur strollad sonerezh rock hag a zo e izili a-vremañ Gary Lightbody (kan ha gitar), Jonny Quinn (taboulinoù), Nathan Connolly (gitar ha laz-kan), Tom Simpson (piano) ha Paul Wilson (gitar boud ha laz-kan). Gantañ ez eus embannet c'hwec'h pladenn bet gwerzhet muioc'h eget 10 milion a skouerennoù anezho.
Polarbears a oa anv kentañ ar strollad pa voe krouet e 1994 gant Lightbody ha McClelland, an daou anezho war o studi e skol-veur Dùn Dèagh. E Norzhiwerzhon eo bet ganet an daou baotr hag an darn vrasañ eus sonerien ar strollad a-vremañ (Lightbody ha Quinn e Beannchar, Connolly e Béal Feirste; Simpson ha Wilson zo bet ganet e Bro-Skos). Abalamour d'ur strollad amerikan anvet eveltañ e rankas ar strollad kemmañ e anv e Snow Patrol (Ged Erc'h). E 1998 ha 2001 e embannjont o div bladenn gentañ, Songs for Polarbears ha When It’s All Over We Still Have to Clear Up, hag a chomas dizanavezet. An trede pladenn a voe an hini gentañ a reas berzh er Stadoù-Unanet ha berzh-bras e Breizh-Veur: Final Straw a voe embannet teir gwezh a-drugarez dreist-holl d'ar ganaouenn "Run". Diwar neuze e teuas da vezañ anavezet an Norzhiwerzhoniz ha pedet e voent gant ar strollad mil-brudet U2 da seniñ adsonadegoù Vertigo Tour e-kerzh an hañvezh 2005. Da-heul e oa gourgortozet pladenn nevez Snow Patrol a roas an anv Eyes Open dezhi. D'ar 1 a viz Mae 2006 e voe embannet er bed a-bezh nemet er Stadoù-Unanet ma voe gortozet betek an 9 a viz Mae. Ur bladenn rock an hini eo Eyes Open, aozet war-dro un istor a garantez hag a skrivas Lightbody e holl bozioù. Berzh kaer a reas, ar bladenn muiañ gwerzhet gant ar strollad: 5 milion a skouerennoù anezhi gwerzhet er bed-holl, gwellañ gwerzh ar bloavezh 2006 er Rouantelezh-Unanet, 8vet pladenn muiañ-gwerzhet gant al lec'hienn Amazon e-pad an dekvedad. Meur a sizhunvezh e chomas e penn ar gwerzhioù er Rouantelezh-Unanet, en Iwerzhon, en Izelvroioù, e Zeland-Nevez hag en Aostralia. Tennet e voe diouti meur a ganaouenn, en o zouez an hini ar muiañ-anavezet eus ar strollad: "Chasing Cars". Ur wezh echu gant 181 sonadeg an droiad Eyes Open Tour ez eas izili ar strollad da labourat war ur bladenn nevez hag a felle dezho souezhañ an dud ganti. A Hundred Million Suns e voe anvet. Daoust dezhañ da vezañ brud gantañ e werzhas Snow Patrol kalz nebeutoc'h a bladennoù (300 000 hepken er Rouantelezh-Unanet), kredapl abalamour d'an diouer a ganaouenn-ditl ha da donioù nevez e sonerezh. Taking Back the Cities Tour hag e lakaas da foetañ bro e Norzhamerika, en Europa, e Suafrika hag en Aostralia. Implijout a reas Snow Patrol e amzer evit labourat war e c'hwec'hvet pladenn o kenderc'hel da glask degas liesseurted d'e sonerezh. En diwezh e voe dibabet pevarzek kanaouenn evit sevel e bladenn hirañ: Fallen Empires, embannet d'ar 14 a viz Du 2011.
An darn vrasañ eus izili ar Ged a gemeras perzh asambles e raktresoù all: The Reindeer Section, ur strollad sonerien rock a Vro-Skos bodet evit enrollañ prim div bladenn, ha Tired Pony, ur raktres indie-folk savet gant Lighbody hag a enrollas The Place We Ran From dindan ur sizhunvezh .

Pladennoù[kemmañ]

  • Songs for Polarbears (1998)
  • When It's All Over We Still Have to Clear Up (2001)
  • Final Straw (2003)
  • Eyes Open (2006)
  • A Hundred Million Suns (2008)
  • Fallen Empires (2011)

Pladennoù dastumad[kemmañ]

  • Up to Now (2009)