Skritur vaiek

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ur silabenneg eo ar skritur vaiek bet ijinet ha diorroet gant Duala Bukele, vaiad anezhañ, er bloavezhioù 1820 evit skrivañ ar vaieg, ur yezh vandeek (familh nigerek-kongoek) komzet e Liberia.

War gresk ez eas an niver a dud a deskas ober gant ar silabenneg a-hed an XIXvet kantved hag e 1962 e voe unvanet ar silabenneg gant Skol-Veur Liberia.

Ar silabenneg vaiek [http://www.omniglot.com/writing/vai.htm

Daoust ha ma krogas da vezañ implijet nebeutoc'h-nebeutañ en XXvet kantved, abalamour d'an urzhiataerezhioù emañ oc'h adkreskiñ adarre hag e 2003 e voe embannet ur bibl oc'h implijout ar silabenneg vaiek.

Gwelet ivez:[kemmañ]

Liammoù diavaez:[kemmañ]

Omniglot. Lec'hienn dispar diwar-benn an doareoù-skrivañ (e soazneg)

Pellgargañ lizherennoù evit mann evit gallout gwelet ar silabenneg vaieg war skramm hoc'h urzhiataer

[Pellgargañ lizherennoù all