Skritur tsalagiek

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ur silabenneg eo ar skritur tsalagiek bet ijinet ha diorroet gant George Guess (Sequoyah), tsalagiad anezhañ, e 1819 evit skrivañ ar tsalagieg (pe tcherokeeg), ur yezh irokwoyek komzet e Norzh Karolina hag Oklahoma.

War gresk ez eas an niver a dud a deskas ober gant ar silabenneg a-hed an XIXvet kantved hag e 1830, 90% eus an dud a ouie lenn ha skrivañ ar o yezh a-drugarez d'ar silabenneg-se.

Strivet re vez hiziv da resteurel ar skritur hag ivez da vountañ war tsalagiz da addeskiñ o yezh hag a zo bet o vont war washaat a-hed an XXvet kantved.

Er silabenneg pep lizherenn a ra dave d'ur silabenn. Ur silabenneg rik eo homañ rak n'emañ ket heñvelstumm al lizherennoù heñnvelson o kregiñ gant an hevelep vogalenn. Lizherennoù o a zo gwall heñvel ouzh al lizherennoù latin, met distaget e vezont en ur mod all. (Notenn En treuzskrivadur e vez implijet al lizherenn "v" evit ober dave d'ur vogalenn greiz dre fri). Ceroka silabaro.png

Gwelet ivez:[kemmañ]

Liammoù diavaez:[kemmañ]

Omniglot. Lec'hienn dispar diwar-benn an doareoù-skrivañ (e saozneg) Pellgargañ [lizherennoù evit mann evit gallout gwelet ar silabenneg vaieg war skramm hoc'h urzhiataer Lizherennoù all