Skol uhel kenwerzh Breizh

Eus Wikipedia

Skol uhel kenwerzh Breizh Brest pe ESC Breizh Brest (École supérieure de commerce de Bretagne Brest pe ESC Bretagne Brest e galleg) a zo ur skol uhel vreizhat krouet e 1962. Kinnig a ra 15 programm stummañ war dachenn ar management hag ar c'henwerzh. Dindan beli Kambr kenwerzh ha greanterezh Brest emañ. Degemer a ra 750 studier bep bloaz, ul live bak, bak+2, bak+3, bak+4 pe bak+5 ganto. Kinnig a ra ivez ur programm stummadur dibaouez. Daou gampus a zo : e Brest hag e Gwened. An trede skol kenwerzh e Breizh emañ, war lerc'h Skol-Uhel Kenwerzh Roazhon ha dreist-holl Audencia Naoned.

Kretadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An diplom a zo anavezet gant Ministrerezh c'hall an deskadurezh uhel hag an enklask. Reiñ a ra al live Master. Ezel eo eus meur a aozadur ha kretadenn :

Kevredigezhioù pennañ ar skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Burev ar skolidi (BDE)
  • Burev ar sportoù (BDS)
  • Burev an arzoù (BDA)
  • ESCale
  • International Student's Association
  • Humassoc
  • Sup Market

Programmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur stummadur hollek e management a zo roet da gentañ, er bloaz diwezhañ eo dibabet un dachenn resis. E galleg ha saozneg e vez roet ar c'hentelioù. Ur staj 6 miz en estrenvro a zo ret da bep studier ober.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]