Skol Merville

Eus Wikipedia

Skol Merville zo ur skol-stad kentañ derez e kreiskêr an Oriant.

Bec'h zo eno abaoe un nebeud bloavezhioù abalamour ma ne vez ket graet brav d'ar brezhoneg gant ar velestradurezh.

Digoret e oa bet ar c'hlas divyezhek er skol-vamm e miz Du 2005. Ranket o doa tud ar vugale stourm e-pad 45 devezh, evit diframmañ un hanter bost skolaer divyezhek. Ugent bugel a oa e-barzh ar c'hlas kentañ-se.

E miz Gwengolo 2008 e nac'he an enseller akademiezh e vije digoret ur c'hlas kentañ derez ha kinnig a rae e vije bodet an 50 bugel hag ar 6 live en ur c'hlas hepken.

Meur a vanifestadeg zo bet, evel d'ar gwener 26 a viz Gwengolo 2008 dirak ar skol. Evit diskouez pegen prederiet eo gant an divyezhegezh en deus kinniget an Enseller Akademiezh lakaat ur skolaer da zont da gelenn brezhoneg e-pad un hantereurvezh, e-lec'h kelenn brezhoneg hanteramzer. War a seblant e kav d'ar velestradurezh c'hall ez eus trawalc'h gant un hantereur ar sizhun evit bout divyezhek.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]