Skol (skoliañ)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
- Diwar-benn aozadur ar skolioù eo ar pennad. Evit sterioù all ar ger gwelit: Skol (sterioù).
Ar skol, pe ti-skol, zo un ti ma vez graet skol, ma vez skoliet ha kenteliet, pe kelennet ar vugale. Ober skol zo kement ha deskiñ, kenteliañ, kelenn. Skol a vez graet d'ar vugale, ha d'an dud vras a-wechoù. Ar skolioù a vez lavaret a-wechoù pa gomzer eus an deskadurezh a vez roet en holl skolioù ur vro, eus ar c'henaozadur.
E Breizh e anvezer meur a framm skol:
- ar skolioù-stad, dindan Ministrerezh an Deskadurezh c'hall
- ar skolioù katolik, dindan an eskibien
- skolioù Diwan
Skolioù all zo c'hoazh, evel
- ar skolioù labour-douar, dindan Ministrerezh al labour-Douar gall
- ar skolioù-sonerezh, dindan ar c'humunioù
- ar skolioù-meur
Taolenn |
[kemmañ] Skol-vamm
- Ar skol-vamm eo ar skol ma tegemerer bugale (merc'hed ha paotred) etre daou ha c'hwec'h vloaz met n'eo ket ret mont dezhi.
[kemmañ] Kentañ derez
- Ar skol etre ar skol-vamm hag ar skolaj, etre ar CP hag ar CM2. Derez kentañ ar skolioù rediet eo.
[kemmañ] Skolaj
- Ensavadur kelenn eil derez etre ar c'hwec'hvet hag an trede klas.
[kemmañ] Lise
- Ensavadur kelenn eil derez ivez a zo e bal klokaat hag astenn ar stummadur roet en ur skolaj e sell eus arnodenn ar vachelouriezh.
[kemmañ] Skol-veur
- Ensavadur kelenn uhel, rannet e kevrennoù, a zo goude an eil derez.