Skifos
Eus Wikipedia
Ur skifos (σκύφος / skúphos e gregach) a oa ur c'hobed, ul lestr da evañ, ur 5 pe 15 cm uhelder dezhañ, didroad peurvuiañ.
Tri seurt a oa anezho:
- en doare korintat: troet ar bord war an diabarzh;
- en doare en doare attek A : dornioù a-blaen outañ dindan ar bord ;
- en doare attek B : un dorn a-blaen, unan all a-serzh, o-daou dindan ar bord ;
- ar skifos muzellek (pe kib-skifos) : dornioù kromm stag war-dro ar c'hreiz, troet ar bord war an diavaez.
Eus Korint e teuas ar skifos eta betek Aten ma plijas d'ar boderien.
Lennadurezh [kemmañ]
- (en) Maxwell G. Kanowski, Containers of Classical Greece, University of Queensland Press, Saint Lucia, 1984.
- (en) Gisela M. A. Richter, Marjorie J. Milne, Shapes and Names of Athenian Vases, Metropolitan Museum of art, New York, 1935.
Skeudennoù [kemmañ]
-
Diaraog : ur stilen, ur gurunenn delioù raoskl gantañ war e benn, a ya da heul ur vaouez en ur zerc'hel un disheolier a-us dezhi.
-
Tro 440 kent JK, kavet e Chiusi, akuizitet e 1846, lod eus dastumadeg Antikensammlung Berlin (Altes Museeum) abaoe 1848, niverenn varilh F 2589, uhelder : 20,3 cm
-
Skifos, ur satir warnañ
-
En Hellaz kozh: un hetaira o troazhañ en ur skifos.