Skeuliad Beaufort

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Meurastumm.png Evit sterioù all Beaufort, gwelet ar bajenn disheñvelout amañ.

Skeuliad Beaufort nerzh an avel, ent-berr Skeuliad Beaufort pe Skeul Beaufort, a dalvez da gementadiñ nerzh an avel. Trizek derez a zo (eus 0 da 12). Ijinet e oa bet gant an amiral saoz Francis Beaufort (1774-1857) (distaget /ˈbəʊfərt/ e saozneg) er bloaz 1805.

An derezioù[kemmañ]

Nerzh Termen Tizh e skoulmoù Tizh e km/h Stad ar mor Efedoù war an douar Foto eus stad ar mor
0 Kalm[1] 0-1 0-1 Mor evel ur melezour Moged o sevel eeun Skeuliad Beaufort, nerzh 0
1 Lizennig 1 da 3 1 da 5 Mor o rizenniñ Moged o vont tu pe du. Ne dro ket ar gwiblennoù. Skeuliad Beaufort, nerzh 1
2 Aezhennig 4 da 6 6 da 11 Gwagennoùigoù berr Delioù o fiñval. Echelle de Beaufort, force 2
3 Avelig 7 da 10 12 da 19 Gwagennoù bihan. Nijal a ra ar bannieloù. Skourroùigoù o fiñval. Echelle de Beaufort, force 3
4 Avel vat 11 da 15 20 da 28 Gwagennoù o hiraat Poultr o sevel. Echelle de Beaufort, force 4
5 Avel yac'h 16 da 20 29 da 38 Koummoù niverus Gwez bihan o hejañ. Echelle de Beaufort, force 5
6 Avel greñv 21 da 26 39 da 49 Koummoù bras, fru Skourroù bras o hejañ. Echelle de Beaufort, force 6
7 Gwall avel 27 da 33 50 da 61 Koummoù bras (4m) Gwez o hejañ. Echelle de Beaufort, force 7
8 Barr amzer 34 da 40 62 da 74 Koummoù 5,50m Skourroù torret. Echelle de Beaufort, force 8
9 Gwall amzer 41 da 47 75 da 88 Koummoù 7m; ne weler ket mat gant ar fru Maen glas, traoù torret. Echelle de Beaufort, force 9
10 Tourmant 48 da 55 89 da 102 Koummoù 9 m Gwez diskaret, traoù drailhet. Echelle de Beaufort, force 10
11 Follentez 56 da 63 103 da 117 Mor eonek holl Dismantr. Echelle de Beaufort, force 11
12 Avel diroll pe Korventenn 64 ha + 118 ha + Fru a-leizh, mor eonek, ne weler ket sklaer Dismantr bras. Echelle de Beaufort, force 12

Notennoù ha daveennoù[kemmañ]

  • Fichenn Nerzh an Avel embannet gant Skol Ober.
  1. Fichenn an avelioù savet gant Skol Ober, adkemeret e-barzh L. Andouard Brezhoneg ar Mor, Mouladurioù Hor Yezh, 1983, p. 128; Geriadur Brezhoneg an Here p. 668a.