Skaouted Bleimor

Eus Wikipedia

Ar rouedad kempred eus "Skaouted Europa" lesanvet "skaouted Bleimor"[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eus mui a "Skaouted Bleimor" evit gwir, nag evel aozadur nag evel skaouted ur vroad anavezet gant Kevread Skaouted Europa. Chom a ra ar rouedad "Bleimor" e-diabarzh Skaouted Europa Breizh evelkent. An izili anezhañ a wri ar vandenn "Bleimor" war o unwisk[1]. Rannbarzh Breizh Skaouted Europa a ginnig rouedad skaouted Bleimor war e lec'hienn[2].

E 2003 e voe embannet ur bladenn arc'hant "CD" gant skaouted "Bleimor" Europa war dodenn an Dro Vreizh[3],[4].

A vareadoù e vez anv da reiñ lañs en-dro da rouedad "Bleimor", a zo morgousket. Gant Tudjentil Breizh e oa bet klasket hen ober e 2007[5].

Kentañ stroll skaouted-mor Sant Tenenan en deus ul lec'hienn gant ur rann "Bleimor"[6].

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. [1]
  2. [2]
  3. [3]
  4. evit selaou
  5. [4] (gwelout roll kannadig niv. 6 a ginnig pergen ar breoù "Bleimor" a c'hell tremen ar bleizig(ez)ed hag ar skaout(ez)ed).
  6. [5]