Sjálfstæðisflokkurinn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Sjálfstæðisflokkurinn (islandeg, a dalvez Strollad ar frankiz) a zo ur strollad politikel islandat eus an tu dehou. E 1929 e voe savet, pa voe kendeuzet ar Strollad mirour hag ar Strollad frankizour. Sevel a ra a-du gant emezeliñ Island e NATO, hag a-enep bezañ en Unvaniezh Europa (kadarnaet da-geñver Kendalc'h ar strollad e miz Meurzh 2009).[1]

Bjarni Benediktsson eo a zo e penn ar strollad, dilennet eo bet e-pad kendalc'h broadel ar strollad e miz Meurzh 2009. Þorgerður Katrín Gunnarsdóttir eo a zo besprezidantez ar strollad. Bet eo ivez ministrez an deskadurezh, ar skiantoù hag ar sevenadur, met he dilez a roas d'ar 17 a viz Ebrel 2010.

En dilennadegoù[kemmañ]

Dilennadeg Niver a vouezhioù Dregantad Dileuridi Disoc'h an dilennadeg
Dilennadeg parlamant Island 1931
Dilennadeg parlamant Island 1933
Dilennadeg parlamant Island 1934
Dilennadeg parlamant Island 1937
Dilennadeg parlamant Island, miz Gouere 1942
Dilennadeg parlamant Island, miz Here 1942
Dilennadeg parlamant Island 1946 26 428 39,5% 20 trec'h
Dilennadeg parlamant Island 1949 28 546 39,5% 19 trec'h
Dilennadeg parlamant Island 1953 28 738 37,1% 21 trec'h
Dilennadeg parlamant Island 1956 35 027 42,4% 19 trec'h
Dilennadeg parlamant Island, miz Even 1959 36 029 42,5% 20 trec'h
Dilennadeg parlamant Island , miz Here 1959 33 800 39,7% 24 trec'h
Dilennadeg parlamant Island 1963 37 021 41,4% 24 trec'h
Dilennadeg parlamant Island 1967 36 036 37,5% 23 trec'h
Dilennadeg parlamant Island 1971 38 170 36,2% 22 trec'h
Dilennadeg parlamant Island 1974 48 764 42,7% 25 trec'h
Dilennadeg parlamant Island 1978 39 982 32,7% 20 trec'h
Dilennadeg parlamant Island 1979 43 838 35,4% 21 trec'h
Dilennadeg parlamant Island 1983 50 251 38,6% 23 trec'h
Dilennadeg parlamant Island 1987 41 490 27,2% 18 trec'h
Dilennadeg parlamant Island 1991 60 836 38,6% 26 trec'h
Dilennadeg parlamant Island 1995 61 183 37,1% 25 trec'h
Dilennadeg parlamant Island 1999 67 513 40,7% 26 trec'h
Dilennadeg parlamant Island 2003 61 701 33,7% 22 trec'h
Dilennadeg parlamant Island 2007 66 749 36,6% 25 trec'h
Dilennadeg parlamant Island 2009 44 369 23,7% 16 trec'h an Emglev sokial-demokrat

E penn ar strollad[kemmañ]

An holl dud a zo bet e penn ar strollad a zo bet kentañ ministred Island : Ólafur Thors, Bjarni Benediktsson, Jóhann Hafstein, Geir Hallgrímsson, Þorsteinn Pálsson, Davíð Oddsson ha Geir H. Haarde. Jón Þorláksson, bet kentañ prezidant ar strollad, a voe ivez kentañ ministr en anv ar strolald mirour a-raok ma vefe savet Strollad ar frankiz. Gunnar Thoroddsen, hag eñ bet bezprezidant ar strollad etre 1974 ha 1981, a voe kentañ ministr etre 1980 ha 1983, met d'ar mare-se ne savet ket ar strollad a-du gant ar gouarnamant.

Anv Adalek Betek


Jón Þorláksson 29 a viz Mae 1929 2 a viz Here 1934
Ólafur Thors 2 a viz Here 1934 22 a viz Here 1961
Bjarni Benediktsson 22 a viz Here 1961 10 a viz Gouere 1970
Jóhann Hafstein 10 a viz Gouere 1970 12 a viz Here 1973
Geir Hallgrímsson 12 a viz Here 1973 6 a viz Du 1983
Þorsteinn Pálsson 6 a viz Du 1983 10 a viz Meurzh 1991
Davíð Oddsson 10 a viz Meurzh 1991 16 a viz Here 2005
Geir Haarde 16 a viz Here 2005 29 a viz Meurzh 2009
Bjarni Benediktsson 29 a viz Meurzh 2009 bremañ

Dilennadeg 2007[kemmañ]

Strollad ar frankiz a c'hounezas dilennadeg ar parlamant e 2007 ( + 3 dileuriad). Kemer a reas perzh er gouarnamant kenunaniezh gant an Emglev sokial-demokrat. Peurliesañ e laboure an Emglev gant ar Strollad araokour, hag a oa bet koll en dilennadeg.

Dilennadeg 2009[kemmañ]

E dilennadeg 2009 e kollas ar strollad 9 dileuriad en Althing (eus 25 da 16), dont a reas neuze da vezañ eil strollad ar vro, goude an Emglev sokial-demokrat (daou zileuriad ouzhpenn, eus 18 da 20).

Notenn[kemmañ]

  1. Ályktun um Evrópumál samþykkt : http://www.xd.is/?action=grein&id=18403

Liammoù diavaez[kemmañ]