Sivet Afrika
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Carnivora | ||||
| Kerentiad : | Viverridae | ||||
| Genad : | Civettictis | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Civettictis civetta Schreber, 1776 |
|||||
|
|||||
Sivet Afrika (Civettictis civetta) a zo ur bronneg hag a vev e kreiz Afrika. Ar spesad nemetañ eo er genad Civettictis.
Bevañ a ra er savanennoù hag er c'hoadeier. Ral eo el lec'hioù krin, nemet a-hed stêrioù 'zo er rannvroioù sec'h (evel e Niger, Mali pe Tchad).
Doareoù pennañ[kemmañ]
Brasañ spesad viverrideged Afrika eo ar sivet-mañ, ouzhpenn 1 m e hirder ha 15 kg a bouez ennañ.
Tennañ a ra e fas ouzh hini ar rakoun. Ur moue a red a-hed e livenn-gein hag a sav a-bik pa vez fromet pe chalet al loen.
Gouennañ[kemmañ]
Ar barez a c'hell genel reoù vihan div pe deir gwech ar bloaz, goude un dougen daou viz. Etre 1 ha 4 c'holen blevek a ya d'ober pep torad.
Goude bezañ denet o mamm e-pad 6 sizhun e c'hell ar siveted bihan debriñ boued solut pourchaset dezhe. Gouest int d'en em vagañ o-unan adalek o eil miz. Un hollzebrer eo sivet Afrika ha debriñ a ra frouezh, gagnoù, krignerien, amprevaned, vioù, stlejviled, hag evned.
Emzalc'h[kemmañ]
Oberiant eo sivet Afrika diouzh an noz dreist-holl. Kousket a ra er geot stank pe er brousgwez. Un neizh a vez graet gant ar barez p'emañ gant he reoù vihan.