Sith

Eus Wikipedia
Skoed ardamez an Urzh Sith

Ar re Sith a zo da zigentañ ur boblañs genidik d'eus ar blanedenn Korriban, er bed faltazi krouet evit Star Wars. Deuet eo da vezañ gant an amzer aet e-bioù ur ren galloud doare Kratokratiezh (Ren ar re galloudusañ).

Krouet ez eo bet ar re Sith gant Dark Bane un implijer d'an Nerzh Teñval goude distruj Breudeuriezh Sith an Teñvalijenn hag a badas 1000 bloaz betek marv trumm Dark Sidious, an Impalaer Palpatin.

Ar re Sith a zo tud vil pennañ bed ijinet Star Wars. Izili ar re Sith a zo anavezet dreist-holl dindan an anvioù Aotrouien Sith pe Aotrouien Teñval ar re Sith, o welet anezho da vont gant hent ar brederouriezh Sith hag o vestroniañ an tu Teñval d'an Nerzh. Pep Aotrou Sith a laka dre hengoun an titl Dark (teñval) araok e anv Sith. Ar re Sith a zo enebourien daonet d'an urzh damm relijiel Jedi ha memes mod evito e implijont sabrennoù-lazer ha galloudoù an Nerzh. Renket ez int dre zaoù da geñver galloud, ur mestr hag un deskard.

An Impalaer Palpatin pe Dark Sidious Aotroù Teñval ar re Sith