Sister Rosetta Tharpe

Eus Wikipedia

Sister Rosetta Tharpe, ganet e 1915 e Cotton Plant (Arkansas), ha marvet e 1973 e Philadelphia, da 58 vloaz, a oa ur sonaozerez, kanerez gospel ha blues stadunanat, ha gitarourez. Brudet-bras e oa er bloavezhioù 1930 ha 1940 evel kanerez relijiel (gospel) gant ur sonerezh e doare ar rock a ziwanas e dibenn ar bloavezhioù 1950 . Levezonet he deus tud evel Little Richard, Johnny Cash, Elvis Presley ha Jerry Lee Lewis hag ar gitarour Chuck Berry.
Klask a reas kanañ sonennoù relijiel e-maez an ilizoù, brudañ ar gospel, ha berzh a reas e 1939 gant "This Train." War he lerc'h e voe brudet kanerien gospel all, evel Ira Tucker, Sr. pe an Dixie Hummingbirds. Feukiñ a reas meur a razh-iliz moarvat gant he sonadegoù er c'hleuboù-noz, hogen biskoazh ne zilezas ar c'han relijiel.

Deskiñ seniñ a reas gant he mamm. A-benn 1930 e oa anavezet evel kanerez gospel, da lavarout eo kanoù relijiel.

E 1941 e kane gant laz-seniñ Lucky Millinder E 1964 ez eas da ganañ da vro-Saoz.


Film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar he fennn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]