Kontelezh Bute

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Siorrachd Bhòid)
Kontelezh Bute

Kontelezh Bute (pe County of Bute e saozneg, pe Siorrachd Bhòid e gouezeleg), a oa ur gontelezh e Bro-Skos e kornôg ar vro. Enni e oa un toullad inizi eus ar Firth of Clyde, etre kontelezh Argyll hag Ayrshire, ha dreist-holl Enez Bute (Eilean Bhòid), Enez Arran, Great Cumbrae ha Little Cumbrae. Kêrbenn ar gontelezh a oa Rothesay (Baile Bhòid), en Enez Bute. E 2001 e oa 13,720 a dud enni.

Kemm[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1975 e voe echuet gant ar c'hontelezhioù kozh, ha rannet e voe Kontelezh Bute etre distrigoù nevez Argyll ha Cunninghame, e-barzh ar rannvro Strathclyde .

Mont a reas Enez Bute gant kontelezh Argyll kozh, d'ober distrig Argyll ha Bute, pan eas inizi Arran hag an inizi Cumbrae gant Cunninghame.

Pa voe kemm adarre e 1996 e chomas Enez Bute en Argyll ha Bute, met mont a reas an inizi all gant North Ayrshire.