Sinagogenn Rykestraße

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Berlin Synagoge Rykestrasse Eingang.JPG
Berlin Synagoge Rykestrasse Hauptschiff.JPG

Sinagogenn Rykestraße eo sinagogenn vrasañ Alamagn. E karter Prenzlauer Berg en arondisamant Pankow e Berlin emañ. Goude labourioù a badas ur bloavezh eo bet digoret en-dro d'an 31 a viz Eost 2007.

Istor[kemmañ]

E 1904 e voe savet. Ur savadur savet gant brik eo, en doare nevezroman. Pa voe savet e c'halled degemer 2 000 den enni (1 074 den hiziv an deiz). C'hwezhet e voe an tan enni gant an Nazied e-pad Nozvezh ar strink, d'an 9 a viz Du 1938. Met dre ma oa stank an tiez tro-dro e voe lazhet an tan buan gant ar bomperien. Goude-se e voe implijet da varchosi ha da zastumlec'h. Adalek 1945 e teuas da vezañ ul lec'h azeuliñ en-dro. D'ar mare-se e oa e Berlin ar Reter. Dilezet e voe gant pennoù an DDR ha ne voe ket graet war he zro. Adkempennet e voe er bloavezhioù 2000 ha digoret en-dro d'an 31 a viz Eost 2007. E-touez an dud a gemeras perzh el lid e oa ar rabin Lzo Trepp, hag a oa bet o labourat enni betek 1936.

Gweladenniñ[kemmañ]

Gweladenniñ ar sinagogenn a c'haller da Yaou etre 2 eur ha 6 eur ha da Sul etre 11 eur ha 4 eur. Displegadennoù en alamaneg hag e saozneg a vez kinniget. Lidoù a vez aozet da Wener da noz ha da Sadorn vintin. A-benn tizhout ar sinagogenn e c'haller tapout ar metro (linenn U2, arsav Senefelderplatz ha hini Eberswalder Straße) pe an tramway (linenn M2, arsav Knaackstraße ha hini Marienburger Straße).

Levrlennadur[kemmañ]

Liamm diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Flag of Germany.svg Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.