The Simpsons

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Simpsons)
Mont da : merdeiñ, klask

Books-aj.svg aj ashton 01.svg Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Ar familh Simpson

The Simpsons a zo ur rummad tresadennoù-bev amerikan krouet gant Matt Groening e 1989. Skignet eo bet evit ar wech kentañ d'ar 17 a viz Kerzu 1989 war ar rouedad Fox. Skignet eo bet evit ar wech kentañ e Frañs e 1990 war Canal +, ha war Frañs 3, M6 ha W9. Lakaat a ra war-wel ur familh amerikan anvet « Simpsons ». Bep tudenn eus ar familh-mañ ha tost bep tudenn er rummad a zo melen he c'hroc'hen. Tudennoù ar familh a zo Homer, Marge, Bart, Lisa ha Maggie. Homer, an tad, a vez gwelet alies evel tudenn bennañ ar Simpsons.
Adalek ar penn-kentañ o deus ar Simpsons gounezet leun a brizioù da lavaret eo : 24 Primetime Emmy Awards; 26 Annie Awards hag ur Peabody Award. D'an 31 a viz Kerzu 1999, an Time Magazine en deus diskouezet ar Simpsons evel ar rummad-skinwel gwellañ eus an ugentvet kantved.

Taolenn

[kemmañ] An tudennoù

Ar Simpsons a zo ur familh amerikan a-skouer o chom en ur gêr anvet Springfield. Homer, an tad, a labour e kreizenn nukleel ar gêr, ur post ne glot ket gant e zibled. Dimezet eo gant Marge Simpson, kliched dispar ar wreg hag ar vamm a labour er gêr. Bez' o deus asambles tri bugel, Bart, ur babouzeg a 10 vloaz, Lisa, ur plac'h dreistdonezonet a 8 vloaz, ha Maggie, ur babig na gomz tost morse. Bez' he deus ar familh Simpson ur c'hi anvet « Santa's Little Helper » hag ur c'hazh anvet « Snowball » da lâret eo Boul-erc'h). Al loened-mañ a dalv kalz evit ar familh ha perzhioù pouezus o deus bet e abadennoù 'zo.
Daoust d'an amzer a dremen evel da skouer ar vakañsoù, ar gouelioù deiz-ha-bloaz, ar festoù, marv pe ganedigezh, dimezioù pe torr-dimezioù tudennoù 'zo, ne gosha morse an tudennoù ha mirout a reont ar memes neuz hag e fin ar bloavezhioù 1980. Implij a ra ar rummad techoù ha leun a dudennoù en deus unan da nebeutañ, evel an « D'ho! », tro-lavar brudet-kenañ Homer, an « Excellent! » gant Charles Montgomery Burns pe c'hoazh « HA-Haw! » goapaus Nelson Muntz. Bez' ez eus er rummad kantadoù a eil-dudennoù evel ar gelennerien, mignoned ar familh pe c'hoazh un niver bras a dud vrudet hag anavezet forzh pegement hiziv an deiz. Tudennoù 'zo a chom e lec'hioù resis evel Moe, tavarnour gwellañ karet Homer, pe c'hoazh Karl ha Lenny o labourat er greizenn nukleel gant Homer. Bep a dudenn er rummad a zo bet dibabet mat evit derc'hel ur perzh a-ratozh e-barzh Springfield.

[kemmañ] An temoù

Springfield a zo bed an tudennoù e-barzh The Simpsons. Amañ e vezont lakaet e diaesterioù gant ar gevredigezh a-vremañ. Neuze ez eus tu da vMatt Groening da ijinañ bepred ur senario nevez evit pep a skignadenn. Da skouer, dre m'emañ Homer o labourat er greizenn nukleel ez eus tu da zonaat sujed an endro. Tu zo ivez da gomz diwar-benn an deskadurezh dre m'emañ Bart ha Lisa oc'h ober o studioù er skol, pe c'hoazh komz eus a bep seurt temoù all dre ma'z eus e Springfield kantvedoù a eil-dudennoù o terc'hel perzhioù gant a bep seurt palioù disheñvel. Kavout a reont ar Simpson o awen e-barzh daveoù sevenadurel gwirion evel ar sinema, ar skinwel, ar sonerezh, al lennegezh, ar skiantoù pe c'hoazh an istor.
Tu vefe da grediñ eo ar Simpsoned un dresadenn-vev graet evit plijout d'ar vugale met e gwirionez eo graet a-ratozh evit ober goap ouzh ar gevredigezh e-lec'h ma vevomp holl hiziv an deiz, dre framm ar gevredigezh amerikan. Ur seurt kemennadenn ez eus a-dreñv bep skignadenn, ken simpl ma c'hellfe bezañ. Chom a ra ar Simpsoned memestra un dresadenn-vev graet evit lakaat an dud da c'hoarzhin ha da dremen amzer plijus.

[kemmañ] Ar generik

E-touez an traoù a ro e liv d'ar rummad eo ret mennegiñ ar generik. Plaset eo e penn-kentañ pep skignadenn. Kregiñ a ra gant ur zoom diwar an titl « The Simpsons » ha betek kêr Springfield. Heuliet e vez goude-se bep tudenn eus ar familh unan-hag-unan o tistreiñ er gêr goude o dervezh labour er memes koulz amzer. Ur wech erruet er gêr, en em staliañ a ra ar familh Simpson er bañk-gourvez dirak an tele hep en em saludiñ.
Krouet eo bet ar generik gant David Silvermann hag ar sonerezh a zo bet krouet gant Danny Elfman goude ma vefe bet galvet gant Matt Groening e 1989. Ar sonerezh klevet a zo bepred ar memes-hini ha derc'hel a ra ur rol talvoudus kennañ er rummad. Hervez Danny Elfman e chomo ar ganaouenn-mañ, krouet dindan 2 zevezh gantañ, an hini wellañ en deus morse krouet. Pevar poent e-barzh ar generik-mañ a cheñch alies eus abadenn-da-abadenn avat. Skrivet e vez gant Bart frazennoù disheñvel war daolenn ar skol e-keñver an abadenn ; c'hoariet e vez ur solo saksell disheñvel gant Liza ; cheñch a ra ar pezh a vez skrivet war panel-skritellañ ar c'hef-enroller er stal hag evit echuiñ, cheñch a ra tost bepred gag ar bañk-gourvez.

[kemmañ] Abadennoù a-ratozh evit Halloween

Deuet eo an abadennoù ispisial evit Halloween da vezañ ur boas. Krouet eo bet gant Matt Groening epizodoù ispisial diwar-benn an euzh, ar fantastik hag ar skiant-faltazi. Tremen a reont an epizodoù-mañ (The Simpson's Horror Show) da vare Halloween bep bloaz. Skignet eo bet an Horror Show evit ar wech-kentañ e 1990 e-pad ar c'houlzad 2. N'en deus morse cheñchet e vent, da lavaret eo 3 epizod bihan e-plas unan ment reizh.

[kemmañ] Bannoù-treset

Bez ez eus bet leun a vannoù-treset diwar-benn ar Simpsoned. Ar bannoù-treset kentañ a zo deuet er-maez diwar-benn ar Simpsoned e 1991 gant ar gelaouenn Simpsons Illustrated. Plijet eo bet bras an dud gant ar bannoù-treset kentañ, setu perak e 1993 en deus divizet Matt Groening krouiñ an ti-embann Bongo Comics. Betek-henn ez eus bet nav rummad bannoù-treset embannet gantañ.

[kemmañ] The Simpsons : ar film

Ur film bevaat a zo bet savet gant David Silverman ha Matt Groening. Deuet eo er-maez ar film-mañ d'ar 27 a viz Gouere 2007 er bed a-bezh. E-barzh ar film eo saotret lenn Springfield gant Homer. Dont a ra buan-kenañ Springfield da vezañ kêr saotretañ ar Stadoù-Unanet. Abalamour d'an dra-se e vez divizet gant ar gouarnamant lakaat war kêr Springfield un dom bras a-benn ma vefe diwallet ouzh ar c'hêrioù all en ur lazhañ bep a annezad ennañ. Mont a ra kuit ar familh Simpson eus Springfield ha dont a reont da vevañ en Alaska. Met n'o deus ket c'hoant da leuskel kêr Springfield da vezañ distrujet hag o mignoned da vezañ lazhet.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all