Silbury Hill

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Silbury Hill

Silbury Hill (« torgenn Silbury ») zo ur grec'henn savet gant tud, da vare ar ragistor, e kreisteiz Bro-Saoz. An hini uhelañ eo e-touez ar c’hrugelloù savet gant mab-den en Europa. Sevel a ra betek 40 metr uhelder, ha 167 metr eo he zreuzkiz. Hervez an arbennigourien e oa bet savet war-dro 4600 pe 4700 vloaz zo. A-vent eo gant piramidennoù Gizah. E-kichen Avebury emañ, e kontelezh Wiltshire, nepell diouzh Stonehenge. A-gevret gant Stonehenge ha lec’hiennoù all eus Nevezoadvezh ar Maen en trowardroioù eo bet lakaet war roll lec’hiennoù ar glad bedel, gant an UNESCO.

Hervez ar richenn e vije ar grugell-se lec'h beziañ ur roue anvet Sil. Meur a soñj zo bet eztaolet gant ar ragistorourien (lec’h azeuliñ, lec’h arvestiñ…), met betek-henn n’eus bet kavet displegadenn resis ebet d’ar savadur-se. N’eus bet kavet netra e-barzh daoust d’ar furchadennoù zo bet graet abaoe an XVIIIvet kantved.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.