Silabenneg inuktitut

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Implijet e vez ar silabenneg inuktitut (titirausiq nutaaqevit) evit skrivañ ar yezh komzet gant an Inuit e Nunavut hag e norzh Kebek. Diorroet e voe diwar silabenneg ar c'hreeg bet ijinet er bloavezhioù 1870 gant Edmund Peck, ur misioner anglikan.

Ar silabenneg inuktitut (Ar pik a-us a diskwel ez eo hir ar vogalenn)

Kregiñ a c'hell ur silabenn gant ar sonennoù g, j, k, l, m, n, p, q, r, s, t, v, ng, ɫ, pe hini ebet hag ar vogalennoù a c'hell bezañ a, i, u pe hini ebet.

Divizet e oa bet nevez 'zo gant an Inuit Tapiriit Kanatami (aozadur ofisiel an inuit e Kanada) [1] resteurel ar silabennoù enne an diftongenn "ai" e lec'h implijout "a" + ᐃ rak aezetoc'h eo hiziv implijout meur a lizherenn a-drugarez d'an urzhiataerezioù.

Ne vez ket implijet ar silabenneg-mañ evit skrivañ ar yezh inuktitut e pep lec'h ma vez komzet, rak daoust ha m'emañ kenofisiel e Nunavut hag e Kebek e lec'h ma vez implijet aliesoc'h-aliesañ, e vez implijet al lizherenneg latinek e Kalaallit Nunaat (Groenland), Alaska, Labrador, h.a.


Gwelet ivez:[kemmañ]

Liammoù diavaez:[kemmañ]