Sigma draconis

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sigma Draconis
Fedoù-sellout
Marevezh J2000
Steredeg Aerouant
Uhelder 19h 32m 21.6s
Hedred +69° 39' 40"
Sked hewel (V) 4.68
Perzhioù
Renk spektrek K0 V
B-V Indeks livek 0.79
U-B Indeks livek 0.38
Doare a steredenn gemmus posupl
Astrometriezh
Tizh a-gostez (Rv) 27.7 km/s
Tizh (μ) RA: 598.43 mas/bloaz
Dec.: -1738.81 mas/bloaz
Parallaks (π) 173.59 ± 0.41 mas
Pellder 18.79 ± 0.04 bg
(5.76 ± 0.01 pk)
Sked gwir (MV) 5.87
Munudoù
Mas 0.89 M
Radius 0.89 R
Sked 0.39 L
Temperatur - K
Metalekder 56-59% Heol
Prantad troiñ
Oad 3.3 × 109 bloavezh
Anvioù arall
σ Draconis, 61 Draconis, HD 185144 , HR 7462, BD+69°1053, GCTP 4607.00, GJ 764, LHS 477, and HIP 96100.


Sigma Draconis (σ Dra / σ Draconis) a zo ur steredenn lec'hiet 18.8 bloavezh-goulou eus an Douar e steredeg an Aerouant. Alsafi eo hec'h anv hengounel. Hemañ a deufe eus an arabeg al-athafi, un trebez implijet da geginañ.

Planedenn vras ebet ez eus war-he-zro, war a seblant ha roudenn ebet eus ur goumoulenn a boultr ivez. Posupl eo, avat he-deus planedennoù an hevelep ment hag an Douar pe Meurzh. Da vezañ annezus e tlefe ur blanedenn bezañ lec'hiet 0.62 US eus Sigma Draconis. Treiñ a rafe ar planedenn-mañ war-dro he steredenn e 199 devezh.

Ur gwenn pennañ e voe Sigma Draconis evit an Terrestrial Planet Finder.

Sigma Draconis er skiant-faltazi[kemmañ]

E romant John Brunner Total Eclipse eo gweladennet ur blanedenn eus Sigma Draconis gant ur strollad ag arkeologourien a arnod da gompren perak e oa aet da get ar spesad speredek a veve warni.

Lammet diavaez[kemmañ]