Shigeru Kayano

Eus Wikipedia

Shigeru Kayano a zo bet ganet d'ar 15 Mezheven 1926 e bro Biratori e oa marv d'ar 6 Mae 2006.


Kannad kentañ Japan eus ar meuriad ainou eo bet.


Kregiñ a reas da zastum binvioù hengounel da gentañ a-raok sevel Mirdi sevenadur an Ainoued e 1972. Da heul e savas meur a levr : kontadennoù dreist-holl hag ur geriadur ainoueg.


E 1994 e voe dilennet evel senedour hag e 1997 e voe votet ul lezenn evit gwareziñ gwirioù ha brudañ sevenadur an Ainoued. Perzh a gemeras e sevel ar skol hag ar skingomz kentañ e ainoueg.

 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける