Shanawdithit

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Sellet a reer ouzh Shanawdithit (18016 Mezheven 1829), pe Nancy April, evel ezel diwezhañ ar bobl Beothuk e Douar-Nevez.

Ganet e vije bet e 1801. Goude pakadeg Demasduwit pe Mary March, moereb Shanawdithit, e 1819, e tec'has kuit ar re vBeothuk a chome. Mervel a reas he zad e-pad amzer-nevez 1823 o kouezhañ dre ar skorn pa oa o klask achap ouzh chaseourien. Naon du dezho hag hep gwarez, Shanawdithit, he mamm hag he c'hoar a zivizas mont d'an trevadenner tostañ, un traper anvet William Cull, evit klask damant. Kaset e voe an teir maouez da St. John's e lec'h ma varvas ar vamm hag ar c'hoar gant an dorzhellegezh.

Shanawdithit, adanvet Nancy, a oa kaset da Exploits Island ha labourat a reas evel matezh e ti John Peyton Jr. Kaset e oa en-dro da St. John's e Gwengolo 1828 gant William Cormack hag a lakaas war paper ur bern traoù a voe lavaret ganti diwar-benn he fobl. E emell Cormack e chomas betek he disparti eus Douar-Nevez e penn-kentañ 1829. Kemeret e oa war kont ar pennprokulor James Simms e lec'h e tremenas an nav mizvezh a chome gant he buhez.

He yec'hed bresk a zalc'has da vont da fall. Gweladennet e voe kalz gant William Carson. Mervel a reas gant an dorzhellegezh e ospital St. John's e 1829.

Diskouezet e oa he c'hlopenn d'ar Royal College of Physicians e Londrez evit bezañ studiet. E 1938 e oa roet d'ar Royal College of Surgeons of England. War-lerc'h e oa distrujet e-pad Blitz an Eil Brezel Bed. Ar peurrest anezhi a voe douaret er vered gozh e su St. John's.

Divonted e voe er vered e 1903 gant sevel un hent-houarn. Ur momunant zo eno hag a lavar: "This monument marks the site of the Parish Church of St. Mary the Virgin during the period 1859 - 1963. Fishermen and sailors from many ports found a spiritual haven within its hallowed walls. Near this spot is the burying place of Nancy Shanawdithit, very probably the last of the Beothuks who died on June 6, 1829."

Anavezet mat eo Shanawdithit evit tud Douar-Nevez. Lesanvet e oa ur briñsez Terra Nova gant ur gazetenn lec'hel ar Newfoundlander e 1851. Lennerien The Telegram a zilennas anezhi e 1999 an henvroad heverkañ e-pad ar mil bloaz tremenet (57% ouzh ar mouezhioù).

Liamoù diavaez[kemmañ]