Shōnen Sunday Super

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Shōnen Sunday Super (japaneg : 少年サンデー超) a zo ur magazin manga shōnen a oa miziek (1978-2004) hag a vez embannet bremañ div wech ar miz e Japan gant Shōgakukan.

Istor[kemmañ]

Krouet e voe ar magazin evel un embanandur ispisial eus Shōnen Sunday, gant an titl Shōnen Sunday Zōkan. E 1995 e voe cheñchet an titl hag e teuas da vezañ Shōnen Sunday Super. Ennañ e kaver alies mangaoù berr savet gant arzourien vrudet Shōgakukan.

Pa zeu ar mangaoù da vezañ brudet e vezont embannet goude-se e-barzh Shōnen Sunday, evel m'eo c'hoarvezet Kyō Kara Ore Wa!! ha Kenta Yarimasu!. Pa vez embannet mangaoù Shōnen Sunday Super e levrioù (tankōbon) e vezont embannet er rummad Shōnen Sunday Comics.

Mangaoù bet embannet e-barzh Shōnen Sunday Super[kemmañ]


Flag of Japan.svg Porched Japan ha sevenadur Japan – Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'e sevenadur.